Strollad Komunour Bhoutan (Marksour-Leninour-Maoour)


Strollad Komunour Bhoutan (Marksour-Leninour-Maoour) (e saozneg: Communist Party of Bhutan (Marxist-Leninist-Maoist): CPB(MLM)) a zo anv ur strollad komunour marksour-leninour maoour a stourm dre guzh e Bhoutan, bet krouet e kampoù ar repudi e Nepal war-dro 2003, ar bloavezh ma oa bet embannet gant ar Strollad e disklêriadur kentañ[1].

Vikalpa eo anv (pe lesanv) ar Sekretour-Meur.

Sevel a ra ar Strollad a-du gant linenn bolitikel Mao Zedong hag ezel eo eus Kuzul Kenoazañ Strolladoù hag Aozadurioù Maoour Su Azia (KKSAMSA).

Stourm a ra ar Strollad kas da-benn un dispac'h evit diskar an Tiegezh Wangchuck ha sevel en he flas un demokratelezh nevez, awenet gant brezel ar bobl renet strolladoù maoour e Nepal.

Er follennoù bet dispartiet gant ar strollad e kampoù repuidi ar Broadoù unanet e kaver ar roll 10 poent-mañ, renablet ennañ ar pezh a c'houlenn groñs e anv "ar Vreudeur hag ar C'hoarezed Paizanted"[2]:

  1. Rankout a ra Gouarnamant Bhoutan disklêriañ an demokratelezh leun ha diwall da lakaat da dalvezout gwririoù ha frankizoù ar bobl;
  2. Rankout a ra Gouarnamant Bhoutan degemer en-dro holl Bhunatiz en harlu en estrenvro gant doujañs oute ha pep enor;
  3. Rankout a ra Gouarnamant diwall da lakaat da dalvezout pennaennn ar gwir da vezañ emren;
  4. Rankout a raio bezañ lakaet e pleustr ar bennaenn "Douar aevit ar bobl", da lâret eo e ranko bezañ adlodennet an douaroù etre ar baizanted paour hag ar gouerion dizouar;
  5. Rankout a ra Gouarnamant krouiñ ur gopr izelañ dezhañ Nu. 150/- evit un devezh-labour. Krouiñ a ranko ivez ur c'hef-arc'hant da vezañ uimplijet e degouezh ur gwalldaol ha diwall a ranko ivez da reiñ surentez-yec'hed ha bod d'an holl;
  6. Rankout a ra Gouarnamant diwall da lakaat da dalvezout gwirioù ar maouezed ha barnadennoù reizh ha kempouez;
  7. Rankout a ra Gouarnamant diwall da lakaat e pleustr ur sistem deskadurezh evit mann ha labour evit an holl;
  8. Rankout a raio an deskadurezh bezañ demokratel ha gantañ da bal gallout kavout labour da heul;
  1. Skarzhet e ranko bezañ an holl brizhlezennoù a-gent ha staliañ en o flas lezennoù hag ur bonreizh nevez hag demokratel;
  1. Rankout a raer diwall da lakaat da dalvezout frankiz ar mennozhioù hag al lavar, frankiz ar mediaoù, ar frankiz da veajiñ koulz e diabarzh hag e diavaez ar vro.

Liammoù diavaez:

kemmañ