Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) Brezel ar Bobl
Izili hag ez-izili
|
Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) Brezel ar Bobl (e saozneg: Communist Party of India (Marxist-Leninist) People's War) anvet ivez Bodad Brezel ar Bobl (saoz. People's War Group: PWG) a zo anv ur strollad komunour marksour-leninour maoour bet krouet en Andhra Pradesh en India e 1980 gant Kondapalli Seetharamaiah, diwar diazezoù Kuzul Adaodazañ Kreiz, Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) (KAK, SKI (ML) (Central Reorganization Committee, CPI(ML): CRC, CPI (ML)) bet divodet ez-ofisiel e 1991 goude ma'c'h eus kuit un meur a ezel izili e 1987 bet savet gante da heul Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) Banniel Ruz.
Skarzhet e oa bet Kondapalli Seetharamaiah, bet savet ar Strollad gantañ, diouzh Brezel ar Bobl e 1991.
Sevel a ra ar Strollad a-du gant linenn bolitikel Mao Zedong hag unan eus ar strolladoù bet savet gante Kuzul Kenoazañ Strolladoù hag Aozadurioù Maoour Su Azia (KKSAMSA) an hini eo ouzhpenn bezañ bet ur c'hannad evit dont da vezañ un ezel eus al Luskad Dispac'hel Etrebroadelour (RIM).
Sevel a-du gant ar stourm dre armoù en deus graet Brezel ar Bobl abaoe ar penn-kentañ ha nac'hañ a ra kemer perzh en dilennadegoù.
E 1998 e kendeuzas Brezel ar Bobl gant Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) Unaniezh ar Strolla (CPI (ML) Party Unity) staliet e Jehenabad (Bihar).
D'an 2 a viz Kerzu 1999 e oa bet skrapet 3 ezel eus Burev Politikel ar Strollad, jahiniet ha lazhet da c'houde gant polis India hep barnadenn ebet.
E 2000 e oa bet lañset gant Brezel ar Bobl "Arme Guerilla ar Bobl". bodet ennañ meur a unanenn emren betek-hen. Milaidoù a izili en doa ar strollad, aozet e dalamoù, da lâret eo unanennoù milourel bihan, oberiant dreist-holl e Andhra Pradesh, Orissa, Jharkhand, Bihar hag e Midnapore ([Kornôg Bengal]]).
Dalc'het e oa bet Kendalc'h kentañ ar Strollad e 2001, lakaet da Eil Kendalc'h gant ar Strollad dre ma oa diazezet war Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) a-gent bet dalc'het gantañ d'e dro e gentañ Kendalc'h e 1970.
D'an 23 a viz Gwengolo 2004 e tisklêrias gouarnamant Andhra Pradesh e vefe kroget gant kendivizoù gant Brezel ar Bobl ha gant Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) Janashakti a-benn klask tizhout ur c'henemglev evit lakaat fin d'ar feulster.
E 2003 e kendeuzas Kreizenn Komunour Dispac'hel India (Maoour) gant ar Greizenn Komunour Maoour o tont da vezañ Kreizenn Komunour Maoour India. E 2004 e kendeuzas ar Greizenn Komunour Maoour gant Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) Brezel ar Bobl, o tont da vezañ Strollad Komunour India (Maoour))