L'Homme Qui Marche I

L’Homme Qui Marche I a zo un delwenn arem bet savet gant an arzour suis Alberto Giacometti e 1961. Gwelet e vez evel unan eus pennoberennoù Giacometti hag evel unan eus oberennoù pennañ an arz modern.

Ur bilhed 100 lur suis (1998) ma weler L'Homme qui marche I

An oberenn

kemmañ

Giacometti a savas un den a seblant bresk da aroueziñ mab-den : tanav eo e groc'hen, ha damwelout a reer an eskern. Start eo e gerzhed, evel ma vefe o vale war-du ur bed gwelloc'h. Savet e voe an delwenn e 1961, hag e 1962 e voe diskouezet da-geñver diskouezadeg daouvloaziek Venezia.

Oberenn gerañ ar bed e 2010

kemmañ

D'an 3 a viz C'hwevrer 2010 e voe prenet an delwenn e-pad ur werzh ouzh ar gouloù e Sotheby's e Londrez evit 65 milion a lurioù saoz (tamm-pe-damm 74,2 milion a euroioù). Ne ouezer ket piv eo an den a brenas anezhi, rak lakaat a reas kresk warni dre bellgomz. Evel-se e teuas L'Homme Qui Marche I da vezañ delwenn gerañ ar bed[1].

Perc'henned an oberenn

kemmañ

Notenn

kemmañ