Lé mont ès Pendus
Lé mont ès Pendus, West Mount e saozneg ha Mont-Patibulaire e galleg, zo un dorgenn e Jerzenez ma oa savet ar post-kroug, er c'hornôg da gêr Saint-Hélier, hag eno e veze krouget an dorfedourien kondaonet d'ar marv, betek ar bloaz 1829.
Istor
kemmañRepuad politikel e Jerzenez e oa ar barzh gall Victor Hugo pa skrivas ur barzhoneg gallek diwar-benn Le Mont-aux-pendus[1].
D'an 12 a viz Eost 1875 e voe krouget Joseph Philip Le Brun da ziwezhañ, daoust ma oa bet berzet krougañ dirak an holl en inizi Breizh-Veur d'an 29 a viz Mae 1868 dre al lezenn Capital Punishment Amendment Act.