Léonora Miano
Léonora Miano zo ur skrivagnerez kamerounat ganet e Douala e 1973, hag o chom e Bro-C'hall abaoe 1991.
Tapout a reas brud gant he romant kentañ L'intérieur de la nuit a zeskriv krizder ar brezelioù diabarzh en Afrika.
Aet eo priz Goncourt al liseidi ganti e 2007 gant Contours du jour qui vient.