Poltred un itron yaouank (La Fornarina en italianeg) zo un eoullivadur war goad gant Raffaello Sanzio graet etre 1518 ha 1519. Sinet eo an oberenn war dro-vrec'h an itron: “RAPHAEL URBINAS”.

La Fornarina, Raffaello Sanzio, 15181519, eoullivadur war goad, 85 x 60 cm, Galleria Nazionale d'Arte Antica, Roma
Sinadur an arzour

Poltred ar vaouez karet gant Raffaello eo, anvet Margherita Luti, anavezet ivez evel Luzi pe Luzzi, merc'h da Francesco Senese (Francesco Luti di Siena). Hi ivez eo an Donna Velata, poltredet en un oberenn all.

Poltredoù all

kemmañ

Ur poltred all zo bet graet gant Raffaello Sanzio ; Jean-Auguste-Dominique Ingres a voe levezonet kaer gant Raffaello, hag un daolenn a reas ma weler ar Fornarina war varlenn an arzour e-kerzh ma oa oc'h ober he foltred.

Liammoù diavaez

kemmañ