La Grande Odalisque

taolenn gant Dominique Ingres
La Grande Odalisque
Dominique Ingres, 1814
Eoullivadur war lien
91 × 162 cm
Mirdi al Louvre
Pariz
Bro-C'hall

La Grande Odalisque (An Odaliskenn vras) zo anv un daolenn livet gant al livour gall Dominique Ingres e 1814, ma weler kein ur vaouez en he noazh, hag he fenn troet war-du an arvester.

Dont a ra ar ger Odalisque, eus a ger turkek odalik, an anv a vez graet er yezh-se eus ur plac'h eus an harem. Klotañ a ra al livadur-se gant ur c'hiz a zouge an dud war-du sevenadur broioù ar reter, ur c'hiz deuet eus beaj Buonaparte da Vro-Egipt e dibenn ar c'hantved kent, hag a vage fantasmoù livourien ha skrivagnerien Pariz, hag a vago anezho pell c'hoazh (betek Maupassant, Loti, Gide).

Ar vaouez en he gourvez a zo re hir he c'hein. Tri askorn ouzhpenn zo d'he livenn-gein. Hen gouzout mat a ra al livour, met ne vern ket ar wirionez dezhañ: ar gened a venn livañ eo an hini a zo faltaziet gantañ, ha neket an hini a zo gwelet gantañ.

Gwelout a ra istorourien an arz levezon al livour Raffaello, gant e linennoù kromm, war Ingres a oa nevez-vet e Firenze.