Lacaille 8760
Fedoù-sellout Marevezh J2000 | ||
---|---|---|
Steredeg | Microscopium | |
Uhelder | 21h 17m 15.3s | |
Hedred | -38° 52' 02" | |
Sked hewel (V) | 6.67 | |
Perzhioù | ||
Renk spektrek | M2 Ve | |
B-V Indeks livek | 1.41 | |
U-B Indeks livek | 1.19 | |
Doare a steredenn gemmus | Steredenn-darzh | |
Astrometriezh | ||
Tizh a-gostez (Rv) | +24.1 km/s | |
Tizh (μ) | RA: -3259.00 mas/bloaz Dec.: -1146.99 mas/bloaz | |
Parallaks (π) | 253.43 ± 1.12 mas | |
Pellder | 12.87 ± 0.06 bg (3.95 ± 0.02 pk) | |
Sked gwir (MV) | 8.69 | |
Munudoù | ||
Mas | 0.60 M☉ | |
Radius | 0.66 R☉ | |
Sked | 0.028 L☉ | |
Temperatur | - K | |
Metalekder | >50% Sun | |
Prantad troiñ | ? | |
Oad | >4.6 × 109 bloavezh | |
Anvioù arall | ||
Ur gorrez ruz eo Lacaille 8760. Le'hiet emañ e steredeg ar Microscopium ha daoust m'eo re wan da vezañ gwelet gant an daoulagad noazh emañ tost a-walc'h ouzh an Heol (12.9 bloavezh-goulou). Meneget e oa bet evit ar wech gentañ en ul listenn a stered embannet, goude e varv, e 1763 gant Nicolas Louis de Lacaille en-doa sellet pizh outi tra m'edo e Su-Afrika.
Renket e oa bet evel ur steredenn a renk K7 da M2. E 1979 e tizoloas an steredonour iwerzhonat e oa ur steredenn-darzh. Siouloc'h eo eget darn vrasañ ar stered ag ar rummad-se, avat.
Ur c'helc'htro bras tre hec'h ezkreizegezh he deus war-dro kreizenn ar galaksi (0.23). Krediñ a reer e oa ar poent ma oa tostañ outi a oa 20.000 bloavezh'zo. O pellaat emañ bremañ. Abalamour d'he mas bihan e vevo 7 × 1010 bloaz, kalz hiroc'h eget an Heol.
Planedenn ebet a oa bet dizoloet war-he-zro.