Lamoraal Iañ van Ligne
Lamoraal Iañ van Ligne, ganet e Belœil e 1563 ha marvet e 1624 e Bruxelles, a oa kont, ha goude 1añ priñs Ligne, hag un diplomat eus ar XVIvet ha XVIIvet kantved.
E 1601 eo e voe roet dezhañ an titl a Briñs Ligne gant an impalaer santel Rudolf II. Evel diplomat e oa dileuriet gant an Arc'hdug Albrecht Aostria (1559–1621) hag an Infantez Isabel Clara Eugenia e lez ar roue gall Herri IV, e Spagn, hag adarre e Pariz, da gas o gourc'hemennoù da Loeiz XIII pa zimezas da verc'h Felipe III, Anna Aostria (1601-1666). E-pad ar c'hefridioù ofisiel-se en deveze tro da gaozeal eus aferioù politikel a-bouez gant tud uhel Bro-C'hall
E 1621 e voe anvet Lamoral I da grandee of Spain gant ar roue Felipe IV evit e servijoù feal da gurunenn Spagn. ouzhpenn e voe graet Marc'heg ar Maoutken Aour.
E vugale
kemmañ- Yolande (1585-1611), dimezet d'an dug Karel Alexander van Croÿ (1581-1624)
- Alexander (1587-1588)
- Floris (1588-1622)
- Anna (?-1651), dimezet da Felipe de Cordona, markiz Guadelesta
- Lambertina (1593-1651), achtereenvolgens gehuwd met Filibert de la Baume, markies van Saint-Martin-le-Chatel, Christof von Ostfriesland, Jean-Baptiste de la Baume
- Ernestine Yolande van Ligne (1594-1668), dimezet da Jan VIII van Nassau-Siegen