Landing Ship Tank
Landing Ship Tank (LST), pe tank landing ship, a zo un droienn evit ober anv eus ar bigi savet e-pad an Eil Brezel-bed (1939–1945) evit bezañ implijet e-kerzh an oberiadurioù dilestrañ da zougen tankoù, karbedoù, dafar ha nerzhioù kas. Ar re-se a oa savet evit gellout dilestrañ war an aodoù hep kaeoù na savadur all ebet. Dre-se e oa posubl dilestrañ war tost pep doare aodoù. E beg ar bigi LST e oa un nor ramzel gant ur pont dezougen a c'helle bezañ digoret evit diskargañ ar c'harbedoù. Ar bigi doare LST o devoa ur c'hein kompez evit ma vefe aes mont betek an aod en ur chom sonn. Implijet e oa bet ar bigi doare LST dre ar bed holl e-pad an Eil Brezel-bed, war Talbenn ar Meurvor Habask evel war Talbenn Europa.
Iskevrennad eus | landing ship |
---|---|
Anv berr | LST |
Brezel | Eil Brezel-bed |
Oberataer | United States Navy |
Designed to carry | tank |
Ar bigi LST kentañ a oa bet savet gant ar Saozon en ur adsevel bigi a oa dija deus outo. Goude-se e oa bet ur c'henlabour etre ar Rouantelezh-Unanet hag ar Stadoù-Unanet evit ober bigi dezougen-dilestrañ gwir. Ar bigi saoz a voe implijet e fin ar bloavezh 1942 e-pad Aloubadeg Kevredet Aljeria. E 1943, bigi LST a oa bet implijet e-pad Aloubadeg Sikilia hag Italia. E miz Even 1944 e voe adkavet ar bigi-se e flodad Dilestradeg Normandi.
En holl e oa bet savet ouzhpenn 1000 LST gant Stadoù-Unanet Amerika; Ar Rouantelezh-Unanet ha Kanada o devoa savet 80 all.