Laudomia de' Medici a zo anv div itron eus an tiegezh Medici Firenze, eus ar skourr "popolano".

Poltred Laudomia di Pierfrancesco de' Medici, gant Agnolo Bronzino

Laudomia di Lorenzo de' Medici

kemmañ

Laudomia di Lorenzo de' Medici, a veve war-dro fin ar XVvet kantved ha deroù ar XVIvet, a oa merc'h da Lorenzo il Popolano, kenderv da Lorenzo il Magnifico, ha da Semiramide Appiano. Dimeziñ a reas e 1502 da Francesco Salviati. C'hoar e oa da Pierfrancesco de' Medici, a oa tad d'ur verc'h heñvelanvet, marteze en enor d'he zintin.

Laudomia di Pierfrancesco de' Medici

kemmañ

Laudomia di Piefrancesco de' Medici (marvet goude ar 5 a viz Kerzu 1559), a oa merc'h da Pierfrancesco de' Medici ha Maria Soderini, c'hoar da Lorenzino de' Medici, ha nizez da Laudomia di Lorenzo de' Medici.

Ur pennad e voe o chom gant he c'hoar yaouank Maddalena e kouent carmelitano di Santa Maria degli Angeli e Firenze. Goude d'he breur muntrañ an dug e tec'has gant he ziegezh da gêr Bologna e 1537.
E 1539 e timezas da b-Piero Strozzi, a voe marichal Bro-C'hall. Heuliañ a reas he fried da Venezia ha da Vro-C'hall e Genver 1548. Intañveziñ a reas e 1558.

Poltredet e voe gant Agnolo Bronzino.

Liammoù diavaez

kemmañ