Laura Battiferri
Laura Battiferri (Urbino, 1523 – Firenze, 1589), graet Laura Battiferri Ammannati anezhi a-wechoù, a oa ur varzhez italian.
Ganet e oa Laura Battiferri en 1523, en Urbino, anezhi bastardez Giovanni Antonio Battiferri, den a ouenn uhel, kar da zaou vedisin brudet Iacopo ha Matteo Battiferri. Divastardet e voe gant he zad avat ha skoliet mat. Dimezet e voe da Vittorio Sereni met intañveziñ a eure buanik. D'ar 17 a viz Ebrel 1550, ec'h addimezas an intañvez yaouank 27 vloaz da Bartolomeo Ammannati, tisavour brudet ha kizeller eus Firenze. Bugel ebet n'he doe.
O chom e veze an daou bried e Firenze pe e Maiano (Fiesole). Beajiñ a raent ivez da Roma, Padova, Venezia, ha da lec'hioù all. Daremprediñ a reas Laura arzourien ha skrivagnerien italian eus an amzer, ha dreist-holl Benedetto Varchi, Annibal Caro, Bernardo Tasso, Anton Francesco Grazzini, Silvio Antoniano, Piero Vettori, Baccio Valori, Agnolo Bronzino (a reas he foltred), pe c'hoazh Benvenuto Cellini.
Aliet gant Benedetto Varchi, e skrivas hec'h oberenn gentañ, un dastumad barzhonegoù, Il primo libro delle opere toscane, en 1560, e doare Petrarca. Degemeret e voe en Accademia degli Intronati, e Sienna. Skignet e voe hec'h oberennoù en Italia, troet en spagnoleg ha degemeret mat e lez Spagn.
Katoligez vat, setu hi da lakaat e gwerzennoù Seizh Salm ar Binijenn, en 1564, degemeret mat gant an Iliz. Leuskel a reas he madoù gant ar Jezuisted.
Mervel a eure Laura Battiferri e Firenze en miz Du 1589. Beziet e voe Laura Battiferri hag he fried Bartolomeo Ammannati, er chapel San Bartolomeo en iliz San Giovannino degli Scolopi.
Embannet e voe he lizhiri gant Benedetto Varchi, etre 1556 ha 1563.