Laura Beatrice Marling zo ur ganerez ha sonaozerez saoz, ganet d'ar 1añ a viz C'hwevrer 1990 e kontelezh Hampshire. Abaoe he bugaleaj e vev er sonerezh, pa'z eo he mamm ur gelennerez war ar sonerezh, ha pa oa he zad perc'henn war ur studio-enrollañ. Eñ eo en deus desket dezhi seniñ ar gitar folk pa oa bihan.

E Sydney er bloaz 2012

Da 16 vloaz en em stalias Laura Marling e Londrez, ha daremprediñ a ra neuze al leurenn « Nu folk » (New folk, ar "sonerezh folk nevez").