Laura Vittoria Mancini
Laura Vittoria Mancini (Roma, 1636 – Pariz, 1657), anvet ivez Laure-Victoire e galleg, a oa nizez d'ar c'hardinal Giulio Mazzarino, hag an henañ eus ar pemp c'hoar Mancini, a oa gant o div geniterv Martinozzi, e lez c'hall ar roue Loeiz XIV, ma veze graet ar Mazarinettes anezho, abalamour ma oant bet degaset gant o eontr, ministr ar roue, eus Italia da Vro-C'hall er bloavezhioù 1647 ha 1653.
He c'hoarezed
kemmañ- Olimpia (1638–1708)
- Maria (1639–1715)
- Ortensia (1646–1699)
- Maria Anna (1649–1714)
-
Laura Vittoria Mancini
-
Anne Marie Martinozzi
-
Maria Anna Mancini, dugez Bouillon, gant Benedetto Gennari.
He buhez
kemmañLaura Mancini a zimezas e 1651 da Louis de Bourbon, Dug Mercœur;
Bugale
kemmañLaure-Victoire he doe tri mab :
- Louis Joseph (1654-1712), dug Vendôme
- Philippe (1655-1727), anvet ivez le prieur de Vendôme
- Jules César (1657-1660)
Mervel a reas er gwentloù da 21 bloaz, o c'henel he zrede mab ha ne vevas nemet tri bloaz. He daou vab a voe savet gant he c'hoar Maria Anna, ha ne oa ket kalz koshoc'h egeto.