Laurent-Désiré Kabila
Laurent-Désiré Kabila (27 a viz Du 1939 - 18 a viz Genver 2001) a oa ur politikour, bet prezidant Republik Demokratel Kongo.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Republik Demokratel Kongo |
Anv e yezh-vamm an den | Laurent-Désiré Kabila |
Anv-bihan | Laurent |
Deiziad ganedigezh | 27 Du 1939 |
Lec'h ganedigezh | Moba, Likasi |
Deiziad ar marv | 16 Gen 2001 |
Lec'h ar marv | Kinshasa |
Doare mervel | muntr |
Abeg ar marv | gloaz dre arm-tan |
Lec'h douaridigezh | Kinshasa |
Pried | Sifa Mahanya |
Bugel | Joseph Kabila, Aimée Kabila Mulengela, Jaynet Kabila, Zoé Kabila |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | politiker |
Karg | prezidant Republik Demokratel Kongo |
Bet war ar studi e | skol-veur Dar es Salaam, skol-veur Belgrad, University of Belgrade Faculty of Philosophy |
Strollad politikel | Alliance of Democratic Forces for the Liberation of Congo, Parti de la révolution du peuple, independent politician |
Relijion | Iliz anglikan |
Brezel | Congo Crisis, Simba Rebellion, Brezel kentañ Kongo, Eil brezel Kongo |
Prizioù resevet | National Order of the Leopard |
Goude dizalc'hiezh Kongo e 1960 e kemeras perzh Kabila en emsavioù e Katanga hag e Kivu. E miz Du 1996 e voe e penn un emsav bras, derou brezel kentañ Kongo, evit skarzhañ Mobutu Sese Seko. Evit-se e kavas skoazell e Rwanda, Burundi hag Ouganda. D'ar 16 a viz Mae 1997 e teue tre e Kinshasa, rediañ an diktatour da dec'hel kuit. An deiz war-lerc'h en em lakae da brezidant ha cheñch anv ar vro eus Zair da Republik Demokratel Kongo, ar pezh a oa an anv kozh.
Buan en em lakaas da ren evel un diktatour, herzel ha bac'hañ eneberien bolitikel ha kazetennerien. D'ar 16 a viz Genver 2001 e voe tennet outañ gant ur gward-korf dezhañ ha kaset d'un ospital e Zimbabwe ma varvas daou zevezh goude. E vab, Joseph Kabila, a voe lakaet neuze e penn ar vro.