Lazhadeg Bình Hòa

Lazhadeg Bình Hòa zo ul lazhadeg a voe kaset da benn gant izili lu Republik Su Vietnam e-kerzh brezel Vietnam.
Sevenet evoe bet etre an 3 hag ar 6 a viz Kerzu 1966 ; 430 den nann-soudard hep armoù a oa o vevañ e kêriadenn Bình Hòa, e proviñs Quảng Ngãi er Su Vietnam, a voe lazhet.

Proviñs Quảng Ngãi e Viêt Nam
Maen-kañv lazhadeg Bình Hòa

An dachenn a oa ul lodenn eus al lec'h-brezel bet lakaet dindan karg brigadenn Blue Dragon ("Aerouant Glas") an SMRK (Strollad Marines Republik Korea). Bugale, merc'hed ha tud kozh e voe darn eus ar c'houzañvidi, 21 maouez dougerez en o zouez.

Soudarded Republik Korea a blantas tan en holl diez hag a lazhas kantadoù a bennoù chatal goude bezañ bet lazhet an dud. Ar re a oa manet bev a zec'has etrezek ar strollad Viet Cong a oa o vont gant ar stourm a-enep al lu Amerikan, hag evel-just ar soudarded sukorean kevredidi dezho.

Er memes bloavezh e voe lazhadegoù all gant ar soudarded sukorean engouestlet e brezel Vietnam : lazhadeg Binh Tai, lazhadeg Bình An, lazhadeg Tây Vinh pe c'hoazh lazhadeg Diên Niên - Phước Bình.

Labouret ez eus bet don dindan ur stumm enklask war al lazhadegoù sevenet gant soudarded sukorean e-pad brezel Vietnam gant kazetennerien ar gazetenn sukorean Hankyoreh[1].

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ