Lazhadeg Le Paradis
Lazhadeg Le Paradis a zo ul lazhadeg a c'hoarvezas e-pad an Eil brezel bed , e 1940, e Lestrem (Pas-de-Calais, Bro-C'hall), graet gant ar Waffen SS. Goude emgannoù er c'horn-bro (Wormhout, Lestrem, Waten, Beugny hag all) evit daleañ an Alamaned ha gounit amzer evit ma c'hellfe ar soudarded eus Breizh-Veur hag eus Bro-C'hall kelc'hiet gant an armeoù alaman achap dre Zukark, lod eus an difennourion a voe tapet da brizonidi gant an Alamaned. 97 milour eus ar 2nd Royal Battalion, Norfolk Regiment Breizh-Veur a voe drouklazhet e Le Paradis gant an SSed d'ar 27 a viz Mae 1940 goude bout en em rentet war-lerc'h emgannoù start[1]. Douaret e voent gant tud ar vro diwar urzh an Alamaned e lec'h ma voent bet lazhet a-raok bout beziet en-dro e 1942 e bered ar gumun. Daou soudard a c'hellas chom bev, ha, goude ma voe bet graet war o zro gant tud eus ar vro e voent tapet da brizonidi-vrezel gant an Alamaned. O zesteni a lakaas un enklask da vout digoret gant ar War Crimes Investigation Unit, tapet e voe un ofisour SS, Fritz Knöchlein e anv, barnet e voe d'ar marv e miz Here 1948 ha krouget e voe e miz Genver 1949[2]. E 2007 e voe kavet relegoù 21 soudard eus ar Royal Scots en ur bez hollek e-kichen Le Paradis, ha gell a raer krediñ e voent bet drouklazhet ivez gant an SSed[3] .
Pennad kar
kemmañNotennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ Mémoires de pierre
- ↑ BBC - WW2 People's War
- ↑ Ian Bruce, 21 Royal Scots executed by SS at Dunkirk, The Herald, d'an 11 a viz Even 2007