Lazhadeg Sant Berteleme
Lazhadeg Sant Berteleme (galleg: Massacre de la Saint-Barthélemy) zo ul lazhadeg protestanted e Pariz, d'ar 24 a viz Eost 1572, da zeiz Sant Barteleme. Meur a zevezh e padas, ha lazhadegoù a voe ivez en un ugent kêr all er rouantelezh e-pad ar sizhunioù goude.
Lazhadeg Sant Berteleme
Rann eus | Brezelioù ar Relijion e Bro-C'hall |
---|---|
Stad | Rouantelezh Bro-C'hall |
Daveennoù douaroniel | 48°51′24″N 2°21′8″E |
Deiziad | 24 Eos 1572 |
Deiziad kregiñ | 23 Eos 1572 |
Deiziad echuiñ | 5 Her 1572 |
Gouzañverien | François de Caumont, Seigneur de Castelnau, Hugunoded |
Entre 10 000 ha 30 000 den a voe lazhet er rouantelezh c'hall a-bezh.
Ouzhpenn abegoù relijiel a oa d'al lazhadeg, rak kasoni a oa savet entre an uhelidi katolik ha protestant, ha vendetta entre Tiegezhioù Guise ha hini Châtillon-Montmorency. Ouzhpenn-se e oa enebet pobl Pariz, troet gant ar gatoligiezh, ouzh politikerezh ar roue da glask sioulaat ar vro.