Lazhadegoù Setif, Guelma ha Kherrata

Lazhadegoù Setif, Guelma ha Kherrata (pe Lazhdaeg Setif ha Guelma pe Lazhadegoù an 8 a viz Mae 1945) a vez graet eus an heuliad tagadennoù etre an nerzhioù trevadennel c'hall, ar Pieds-noirs (trevadennerien europat) a-enep bezenoù ha trevourien aljerian e 1945. An darvoudoù a zo bet dreist-holl tro-dro kêr genwerzhel Setif, kornôg Konstantin, en Aljeria c'hall.

Sétif and Guelma massacre
lazhadeg
Rann eusAljeria en Eil Brezel Bed Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
E tiriadKherrata, Constantine Department Kemmañ
Daveennoù douaroniel28°0′0″N 2°0′0″E Kemmañ
Deiziad kregiñ1945 Kemmañ
Deiziad echuiñ12 Mae 1945 Kemmañ
Map

Manifestadegoù a oa bet d'an 8 a viz Mae 1945 o c'houlenn dieubidigezh ar vro diouzh Bro-C'hall. Ar polis gall a oa bet o skeiñ betek tennañ gant armoù war an emsaverien a oa dirollet. Lod eus an emsaverien a oa bet o tagañ trevourien c'hall, dreist-holl war ar maezioù, hag o lazhañ anezho dre doareoù spouronus. 102 European a oa bet lazhet. Evit an Aljerianiz ez eus istimadurioù a ya eus 3000 betek 45 000.

Feuket-bras e voe an daou du gant ar feulster diroll implijet. Evit an Aljerianiz e oa krog un torr brasoc'h-brasañ etrezo ha Bro-C'hall, ar pezh a voe unan eus mammennoù Brezel Aljeria (1954 -1962).