Le Grand Pavois (film)
Le Grand Pavois[1] zo ur film gallek, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Jack Pinoteau e 1953.
Fichenn deknikel
kemmañ- Doare :,
- Skoazeller-sevener : Claude Pinoteau,
- Senario : Jean Raynaud, azasaet gant Jack Pinoteau ha Roger Vercel,
- Divizoù : Roger Vercel,
- Kevredad produiñ : DisCina,
- Produour : André Paulvé,
- Rener produiñ : André Deroual,
- Kevredad dasparzhañ : Discifilm,
- Rener ar skeudenniñ : Roger Arrignon,
- Ijinour ar son : Robert Teisseire,
- Aozer ar sonerezh orin : Henri Verdun,
- Kinklour : René Moulaert,
- Dilhataer : Pierre Balmain,
- Frammer : André Gaudier,
- Prantad filmañ : adalek an 28 a viz Eost betek ar 4 a viz Du 1953,
- Lec'hioù filmañ : Brest ha Skol an arme-vor e Lañveog (Penn-ar-Bed), war bourzh ar reder douger-biñsaskelloù Jeanne d'Arc hag e studioioù Photosonor e Courbevoie (Hauts-de-Seine a-vremañ).
- Deiziad dont e-maez : 21 a viz Mezheven 1954 ( Bro-C'hall),
- Padelezh : 93'.
An danvez
kemmañMard eo sot an ofiser a vor Jean Favrel gant e vicher ez eo tremen poazh e wreg Simone ganti. N'eo-hi ket evit gouzañv o dispartioù ken, ma c'houlenn gant he gwaz dibab etre e vicher ha hi. Ober a ra e vennozh reiñ e zilez da-heul e verdeadenn diwezhañ war bourzh al lestr-skol Jeanne d'Arc. Ar pezh ne zeu ket a-benn da gompren an danvez ofiser a vor Pierre Hardouin. Tamm-ha-tamm ez a ar soubenn da drenkañ etre an daou zen ha nac'h a ra Hardouin sentiñ ouzh urzhioù Favrel a-barzh fin ar gont. Habaskaat a ray o darempredoù da-heul ur barr-amzer a ray dezhe em em skoazellañ kuit da goll o buhez lakaet en arvar. Distro an akipaj da Vrest e kompren Simone ez eo pouezus-kenañ ar mor da Jean ha n'ay ket a-benn e c'hoant ken.
Roll ar gomedianed
kemmañ- Marc Cassot : Pierre Hardouin,
- Nicole Courcel : Madeleine,
- Jean Chevrier : al letanant a vor Jean Favrel,
- Marie Mansart : Simone Favrel,
- Jean Murat : ar c'homandant Jabert,
- Nicole Besnard : Corinne,
- Yves Brainville : ul letanant a vor,
- André Carnège : ar ministr,
- Roger Crouzet : Ferrand,
- Bernard Dhéran : Lucien Barré,
- Micheline Gary : Françoise Aubry,
- Jean Gaven : al letanant a vor Lachenal,
- Raymond Hermantier : Leduc,
- Marie d'Hyvert : Monique,
- Jean Lanier : Paul Aubry,
- Jean-Pierre Mocky : Luc Dutoit, un danvez ofiser a vor,
- Raphaël Patorni : Chéruel,
- François Patrice : Derval,
- Maurice Sarfati : un danvez ofiser a vor,
- Jacques Bernard, Jean-Marie Bon, Robert Charlet, Manuel Gary, Jean-Pierre Lorrain, Jacques Richard, Michel Vadet.
Liamm diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Holl vannieloùigoù ur vag hag a stager an eil ouzh egile er gwerniadur anezhi, da-geñver ur gouel da skouer ; "bannielañ" a vez graet eus an ober-se.