Al Lebensborn (e brezhoneg: "Feunteun ar vuhez") a oa un aozadur krouet gant ar Schutzstaffel, en Trede Reich, hag a oa e bal kreskiñ an niver a vugale ganet gant doareoù hag a glote gant ar standard Aryan, hervez eugenouriezh an nazied. Al Lebensborn a voe savet gant Heinrich Himmler, hag ennañ e veze degemeret maouezed dizimez, oc'h atizañ gwilioudoù dizanv en tiez Lebensborn, hag advugeladur eus kerent yac'h ha glan a ouenn, dreist-holl izili an SS hag o ziegezhioù. Kroaz Enor ar Vamm C'herman a veze roet d'ar maouezed o devoa douget ar muiañ a vugale arian. Diforc'hidigezh a voe lezennekaet (hag harpet zoken) gant an Trede Reich evit ar vugale nammet pe angerman, hogen kastizet groñs mod all.

Un wiliouti Lebensborn

Al Lebensborn, savet da gentañ en Alamagn e 1935, a ziorroas e meur a vro europat hag a oa pobloù german enno, e-pad an Eil Brezel-bed. Graet e veze war-dro diuzañ emzividi "talvoudus o gouenn" evit advabañ, kement ha mibien ganet eus maouezed arian a oa bet e darempred gant izili eus ar Schutzstaffel. Nac'het e veze mibien ur milour bennak ag ar rank rak ne oa ket anatadur a "ouenn c'hlan" en daou gostez. E-pad ar brezel e voe skrapet bugale ha dielfennet o gouenn hervez azonoù aryan evit bout desavet e tiez Lebensborn, hag advabet gant tiegezhioù german.

E-kerzh Prosez Nürnberg e voe kavet meur a brouenn e veze skrapet bugale gant an Trede Reich, dreist-holl en Ukraina ha Polonia etre 1939 ha 1945.