Ledenez Antarktika
Ledenez Antarktika eo takad norshañ kevandir Antarktika hag an hini nemetañ pe dost lec'hiet a-us ar c'helc'h antarktikel. Menezioù uhel zo (an "Antarktandoù") hag a zo sellet evel kendalc'hegezh an Andoù, gant kernioù evel Menez Hope, 3 239 metr uhelder dezhañ, ha Menez Coman, 3 657 metr uhel.
An hin n'eo ket ken yen hag er peurrest eus ar c'hevandir (etre 0 ha 5 °C en hañv, etre -20 ha −10 °C er goañv). Eno hag en inizi amezek eo eo bet savet al lodenn vrasañ eus ar savlec'hioù imbourc'h.
Arc'het eo bet o riegezh war al ledenez gant Chile, Arc'hantina hag ar Rouantelezh-Unanet met n'eo ket bet degemeret kement-se gant ar gumuniezh etrebroadel abalamour da Feur-emglev Antarktika.