Sinai
(Adkaset eus Ledenez Sinai)
Sinai (arabeg: سيناء Sīnā) a zo ul ledenez tric'hornek lec'hiet etre ar Mor Kreizdouar en norzh hag ar Mor Ruz er su, gant Kanol Suez ha Pleg-mor Suez er c'hornaoueg, hag an harzoù etre Israel hag Egipt ha Pleg-mor Aqaba er reter. Emañ al ledenez en Azia, met perc'hennet eo gant Egipt, a zo en Afrika war-bouez Sinai. War-dro 60 000 km² zo dindani ha war-dro 500 000 a dud a zo o vevañ enni. Menezioù brudet a zo e Sinai, evel Menez Santez Katell, a dap 2 642 m (menez uhelañ Egipt eo), ha Menez Sinai (2 285 m), a vije bet, hervez ar Bibl, al lec'h m'en dije resevet Moizez an Dek Gourc'hemenn. Emañ Manati Santez-Katell nepell ac'halese.