Leek (Izelvroioù)
Leek (distagañ :[1]) a zo ur gumun hag ur gêriadenn e proviñs Groningen en Izelvroioù. Tost ouzh harzoù proviñs Drenthe ha re proviñs Friesland emañ. Ar c'hêrioù ha kêriadennoù da-heul a ya d'ober ar gumun : Enumatil, Leek, Lettelbert, Midwolde, Oostwold, Tolbert ha Zevenhuizen.
Diellaouet gant | Gemeentearchief Leek |
---|---|
Anvet diwar | Lek |
Anv annezidi | Leker, Leekster |
Stad | Izelvroioù |
E tiriad | Groningen |
Gwerzhid-eur | UTC+01:00 |
War ribl | Q2440648 |
Daveennoù douaroniel | 53°9′0″N 6°23′0″E |
Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | mayor of Leek |
A zo stok ouzh | Zuidhorn, Opsterland, Marum |
Kod-post | 9350–9359, 9810–9819, 9827–9829 |
Lec'hienn ofisiel | http://www.leek.nl/ |
Banniel (deskrivadur) | flag of Leek |
Ardamezioù | coat of arms of Leek |
Roll monumantoù | Rijksmonumenten in Leek, Groningen, Gemeentelijke monumenten in Westerkwartier, Q5169349 |
Kod pellgomz an takad | 0594 |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Leek, Groningen |
Istor
kemmañAozet e voe ar gêriadenn tro-dro d'ul lec'h kreñvaet bets avet da vare Brezel ar Pevar-Ugent Vloaz a-enep da Spagn. Dont a ra hec'h anv eus hini ar wazh "Leke". Bep bloaz d avare ar Pentekost e vez aozet ur foar (Pinkstermarkt), ma teu stank an dud. E-kichen Leek ez eus ul lenn dizouret anvet "Het Leekstermeer" (pe Zulthemeer), ma kaver peadra d'ne em ziduiñ. E gwirionez emañ al lenn war dachenn ur gêr ha hini ur broviñs all.
Da welout
kemmañLec'h brudetañ ar gumun eo "Nienoord", bet savet e 1508. Tan-gwall a voe, a savet e voe en-dro e 1887.
E Nienoord emañ Mirdi broadel ar c'hirri, ma weler kirri eus an XVIIIvet betek re an XXvet kantved. E Tolbert hag e Midwolde ez eus ilizoù bet savet en XIIvet kantved. Roman ha gotek eo o doare. En iliz Midwolda ez eus ur bez bet savet gant Rombout Verhulst. Rombout Verhulst a ginklas ivez bez Michiel de Ruyter e Nieuwe Kerk en Amsterdam.
Kuzul-kêr
kemmañE kuzul-kêr Leek ez eus 17 dileuriad :
- PvdA : 6 dileuriad
- CDA : 4 dileuriad
- VVD : 3 dileuriad
- ChristenUnie : 2 zileuriad
- GroenLinks : 2 zileuriad
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |