François Antoine Legall de Kermeur
c'hoarier echedoù gall
(Adkaset eus Legall de Kermeur)
François Antoine Legall de Kermeur a zo bet ganet e Versailhez (Bro-C'hall) d’ar 4 a viz Gwengolo 1702 ha marvet e 1792.
Meurc'hoarier echedoù gall a orin a Vreizh.
Boas e oa da c'hoari e "Café de la Régence" e Pariz (Bro-C'hall). Meneget e voe gant Diderot e Le Neveu de Rameau ha gant Rousseau e Les Confessions. Ar c'hreñvañ c'hoarier ag ar bed a-bezh e voe tro-dro ar bloavezhioù 1730. Kelenn a reas an echedoù da François Philidor: en ur ober tri bloaz e teuas an diskibl da vout kreñvoc'h eget e vestr.
Mat Legall
kemmañ
1. e4 e5
2. Mf3 d6
3. Fc4 Fg4?!
4. Mc3 Mc6
5. Mxe5?! Fxd1??
6. Fxf7+ Re7
7. Md5#
Lennegezh
kemmañ- Paul Metzner, Crescendo of the Virtuoso. Spectacle, Skill, and Self-Promotion in Paris during the Age of Revolution, University of California Press, Berkeley u.a. 1998. [1]