Lejion iwerzhonat
Al Lejion iwerzhonat a oa ur batailhon gall en amzer an Impalaeriezh kentañ, savet en 1803 en sell da aloubiñ Iwerzhon. En C'hwevrer 1804 e voe kaset Arthur O'Connor gant an titl a jeneral, war urzh an impalaer gall, da Vontroulez da sevel ar « vrigadenn iwerzhonat ».
Dont a reas da vezañ ur rejimant hag a gemeras perzh e tro-vrezel Walcheren e 1809, hag e Brezel Dizalc'hiezh Spagn (1808-1814).
Divodet e voe en 1815.