Lemma (yezhoniezh)
Er yezhoniezh e vez implijet an termen lemma (saoz: lemma, diwar ar henc'hresianeg: λῆμμα) evit komz eus meur a doare gerioù disheñvel o ster resis hervez an dachenn:
Geriadurezh
kemmañWar tachenn ar c'heriadurezh e talvez an termen lemma evit ober dave d'an termen (ger pe gerioù) lakaet da ditl ur pennad en ur geriadur, holloueziadur... Da skouer, "Lemma (yezhoniezh)" eo al lemma a glota gant ar pennad-mañ. Heñvelster: "Pennger".
Morfologiezh
kemmañWar tachenn ar vorfologiezh e talvez an termen lemma kement ha stumm diazez ur leksema, oc'h ober dave an termen "leksem" amañ da hollad ar stummoù pe furmoù gante an hevelep ster diazez. Al lemma eo ar stumm dibabet dre voaz evit ober dave d'an holl leksemoù-se, da skouer "kanañ" eo ul lemma e brezhoneg rak talvezout a ra an anvioù-verb e brezhoneg evit ober dave da holl stumooù displeget ur verb, da skouer al leksemoù "kanan", "kan", "kanfomp"... Klotaat ar ra peurliesañ al lemma en degouezhioù-mañ gant ar c'helf ha gallout a reont klotaat ivez gant ar wrizienn, met n'eo ket ret nag an eil nag egile. Heñvelster: "Stumm-meneg'" (saoz. citation form pe canonical form).
Predyezhoniezh
kemmañWar tachenn ar bredyezhoniezh (saoz. pycholinguistics) ec'h eo strisoc'h ster an termen lemma ma talvez kement ha stumm difetis ur ger implijet pa gomzer. Hervez teoriennoù pennañ ar bredyezhoniezh e vez produet ar gomz fazenn ha fazenn ha degouezhout a ra fazenn al lema (eil fazenn) goude m'eo bet dibabet ur "termen" en empenn (fazenn gentañ) met a-raok ma vije bet liammet ouzh ur stumm fonetikel resis, da lâret eo a-raok ma c'hellfe bezañ distaget (trede fazenn ha fazenn diwezhañ). Hervez ar ster strizh-mañ neuze e vefe ul lemma un elfenn difestis ganti ur ster semantikel hag ul liamm gant gerioù all ar frezenn met hep stumm fonetikel resis ebet.