Stumm-meneg (yezhoniezh)
Er yezhoniezh e vez implijet an termen lemma (saoz: citation form pe canonical form evit komz war tachenn ar vorfologiezh eus stumm diazez ur leksema, oc'h ober dave an termen "leksema" amañ da hollad ar stummoù pe furmoù gante an hevelep ster diazez, da skouer e brezhoneg e implijer stumm an unander hep kemamdur evel stumm-meneg an anvioù-kadarn ha stumm an anv-verb evel stumm meneg ar verboù d.s.:
- Stummoù-meneg
- "Penn"
- "Reiñ"
- Stummoù nann-meneg
- "Pennoù"
- "benn"
- "Ro"
Al lemma eo ar stumm dibabet dre voaz evit ober dave d'an holl leksemoù-se, da skouer "kanañ" eo ul lemma e brezhoneg rak talvezout a ra an anvioù-verb e brezhoneg evit ober dave da holl stumooù displeget ur verb, da skouer al leksemoù "kanan", "kan", "kanfomp"... Klotaat ar ra peurliesañ al lemma en degouezhioù-mañ gant ar c'helf ha gallout a reont klotaat ivez gant ar wrizienn, met n'eo ket ret nag an eil nag egile.
Klotañ a ra alies, met n'eo ket dre ret atav, gant stumm ar pennger
A-bouez eo gallout ober an diforc'h etre ar stumm-meneg ha stummoù ("gerioù") all, dreist-holl peogwir e klot dre vras (met pas dre ret) ar stummoù-meneg gant stumm ar penngerioù en ur geriadur, da skouer e brezhoneg e vez renket ar ger "(da) bennoù" dindan ar pennger "penn" hervez ar stumm-meneg boas e brezhoneg.
Kemmañ a ra stumm resis ar stumm-meneg a yezh da yezh hervez o mont-en-dro resis dre ma tenn ar stummoù-meneg da framm yezhadurel ur yezh. E meur a yezh, o brezhoneg en o zouez, e talvez an anv-verb da stumm-meneg evit ar verboù. E yezhoù all avat e vez implijet stummoù all ar verb dre ma n'o deus anv-verb evbet, evel da skouer e gresianeg a-vremañ ma talvez stumm ar c'hentañ gour unander da stumm meneg, rak hervez ar stumm-se e kemm displegadur ur verb. Ne glot ket dre ret ivez, evel ma tiskwel ar skouerioù-mañ, ar stumm-meneg gant ar wrizienn:
- Stumm-meneg: Anv-verb
- Brezhoneg
- kanañ (gwrizienn: had-))
- Galleg
- chanter (gwrizienn: chant-)
- Saozneg
- to sing (gwrizienn: sing-)
- Brezhoneg
- Stumm-meneg: Stummoù verbel nann-anv
- Gresianeg (1añ gour unander amzer-vremañ)
- τραγουδώ (gwrizienn: τραγουδ-)
- Hebraeg (3de gour unander amzer-vremañ)
- שׁוֹמֵר shomer: "gwraez" (gwrizienn: שמר SH-M-R: "gwareziñ")
- Gresianeg (1añ gour unander amzer-vremañ)
En arabeg hag e yezhoù semitek all evel an hebraeg e teu sklaer al liamm etre mont-en-dro ar yezh hag ar stummoù dibabet ganti evit talvezout da stummoù-meneg rak er yezhoù-mañ e vez implijet gwriziennoù teirc'hensonennel, elfennoù diazez ar yezh ken evit ar verboù hag evit an anvioù hag all, da skouer: K-T-B = gwrizienn ha stumm-meneg holl stummoù ar verb "skrivañ".
Peurliesañ e vez implijet ar stumm amverk evit talvezout da stumm-meneg met a-wezhoù e tibaber stummoù merket, evel da skouer e finneg ma vez renket ar verboù er geriadoù dindan ar stumm-meneg kevatal d'an anv-verb kentañ merket gant al lostger -(t)a pe -(t)ä kentoc'h ober gant stumm amverk ar wrizienn.