Stumm merket (yezhoniezh)

Er yezhoniezh e vez implijet an termen stumm merket (saoz: marked form) evit komz eus furm nann-diazez ur ger keit ha ma vez graet stumm amverk eus ar furmoù diazez, da skouer e brezhoneg

Stumm amverk: diazez
"moc'h"
Rak talvezout a ra evit ober dave koulz d'ar bared evit d'ar parezed.
Stumm merket: nann-diazez
"gwiz"
Rak ur stumm ispisial an hini eo implijet evit ober dave d'ar parezed nemetken.

Peurliesañ e vez implijet furmoù amverk evit talvezout da lemma, da skouer penngerioù en ur geriadur.

Ret eo anzav n'eo ket hemañ ur c'healresis-tre ha n'eus reolenn strizh ebet evit goût pe hini azo ur furm mrket ha pe hini a zo ur furm amverk.

Disheñvel eo ar fed ma vez merket ur stumm bennak pe get ("stumm merket" pe "stumm amverk") diouzh un termen heñvel all implijet e yezhoniezh "merk", rak daoust ha ma c'hell klotaat ar fed m'en deus ur furm amverk merk yezhadurel ebet, evel da skouer an nominativel er yezhoù indezeuropek, ne glot ket ret atav an daou stumm dre evel da skouer e latin ma vez implijet merkoù yezhadurel gant furmoù amverk. Diouzh an tu all e c'hell talvezout an diouer a verkoù ("merk mann") evit stummoù merket nann-diazez evel al liester genitivel anvioù zo e ruseg.

Krouet ha diorroet e oa bet ar c'heal war dachenn ar yezhoniezh gant Skol Paga anvet ivez Kelc'h Yezhoniezh Praga, da gentañ holl war dachenn resis ar fonologiezh ha war an dachenn-mañ ec'h eo unan eus ar c'healoù epnnañ c'hoazh.

Ledanaat e oa bet an termen da c'houde hag implijet e vez war tachennoù evel ar vorfologiezh, ar gevreadurezh pe ar semantik.

Gwelit ivez kemmañ