Er yezhoniezh e vez implijet an termen merk (saoz: marker) evit komz eus ur rummad gerioù goullo ennañ morfemoù stag pe distag hag a dalvez da diskouel perzh yezhadurel ur ger bennak en ur frazenn.

Kalz aesoc'h eo anavezout seurt merkoù yezhadurel er yezhoù dezrannel pe c'hoazh er yezhoù daspegel evit er yezhoù enteuzel hag er yezhoù sintezel pe liessintezel. Ur yezh enteuzel eo al latin, da skouer, ha gant ur merk nemetañ e vez diskouezet meur a berzh yezhadurel war un dro: amo ("karan"), ma talvez al lostger -o evit merkañ an tu-gra, an doare-diskuliañ, ar c'hentañ gour unander hag an amzer-vremañ.

Disheñvel eo seurt merkoù diouzh un termen heñvel all implijet e yezhoniezh "stumm merket", ma ra dave dur furm nann-diazez kentoc'h evit ur stuumm diazez anvet "amverk", da skouer "kazh" (stumm amverk diazez) kv. "kizhier" (stumm merket nann-diazez). A-wezhoù e klota ar fed m'en deus ur furm amverk merk yezhadurel ebet, evel da skouer an nominativel er yezhoù indezeuropek, met ne glot ket an daou stumm dre ret atav evel da skouer e latin ma vez implijet merkoù yezhadurel gant furmoù amverk. Diouzh an tu all e c'hell talvezout an diouer a verkoù ("merk mann") evit stummoù merket nann-diazez evel al liester genitivel anvioù zo e ruseg.

  • Skouerioù:
    • Brezhoneg: al lostger -où (d.s. tad), merk al liester (gourel, reizh)
    • Gresianeg: al lostger (d.s. άντρας, "gour"), merk an nominantivel (gourel unander)
    • Spagnoleg: ar ger hay (d.s. hay mucha agua, "bez' ez eus kalz a dour"), merk ar bezañs
    • Japaneg: ar rannig が (d.s. ジョン学生です, "John a zo studier"), merk ar rener pe kentoc'h merk an tema.

Gwelit ivez:

kemmañ