Lenn Nicaragua
(Adkaset eus Lenn Cocibolca)
Lenn Nicaragua, lenn Cocibolca, Koapolkan e náhuatl, anvet ivez Gran Lago de Nicaragua e spagnoleg, zo ul lenn vras dour dous e Nicaragua, 8 264 km² he gorread, anezhi ar vrasañ eus Kreizamerika. Teir enezenn, ur 400 enezennig ha daou venez-tan zo enni. Rinkined dour dous (Carcharhinus leucas) zo enni ivez.
La Mar Dulce ("ar Mor dous") a veze graet anezhi gant ar gonkistadored.
Meur a enez zo el lenn : Ometepe, an hini vras, hag an enezeg Solentiname