Nahouatleg

yezh
(Adkaset eus Náhuatl)


Ur yezh outoek-aztekek eus skourr ar yezhoù aztekek eo an nahouatleg (nahouatleg: nāhuatl, mexìcatlàtōlli pe mācēhuallàtōlli) komzet gant tro-dro da 1,5 milion a dud e Mec'hiko.

Nahouatleg
(nāhuatl, mexìcatlàtōlli)
Takad an nahuatleg hervez an niver a dud a ra gantañ
Takad an nahuatleg hervez an niver a dud a ra gantañ

Perzhioù
Komzet e : Mec'hiko
Rannved : Mec'hiko, Puebla, Veracruz, Hidalgo, Guerrero, Morelos, Oaxaca, Tabasco, Michoacán, Durango, Jalisco
Komzet gant : 1 500 000
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù Outoek-aztekek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Anavezet evel yezh vroadel e Mec'hiko.
Akademiezh : Secretaría de Educación Pública
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 ay
ISO 639-2 nah
ISO 639-3
Kod SIL NAH
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

E-touez an holl yezhoù komzet gant pobloù-orin en Amerika ez eo an nahouatleg unan eus ar re muiañ komzet hervez an niver a dud a ra gantañ.

Ul liamm familh zo etre an nahouatleg hag ar yezhoù aztekek all evel ar c'homantcheg, an hopieg pe c'hoazh ar pipileg komzet pell alese en El Salvador.

Ur yezh daspegel ha liessintezel pe c'hoazh oligosintezel eo an nahouatleg hag hir-spontus e c'hell bezañ ar gerioù kevrennek savet er mod-se.

A-raok ma tegouezhas Spagnoled eno e veze skrivet an nahouatleg gant ur skritur diazezet war dresadennoù dreist-holl.

War-lerc'h e oa bet degaset al lizherenneg latin gant Spagnoled hag homañ an hini eo a vez implijet c'hoazh evit ober gant ar yezh dre skrid, o cheñch an doare-skrivañ resis avat a rannyezh da rannyezh.


Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ