Lenn Pomme de Terre

E mervent ar Stad Missouri er Stadoù-Unanet, e su Kontelezh Hickory (Missouri) hag e norzh Kontelezh Polk (Missouri), war-dro 80 km en norzh da Springfield, emañ al Lenn Pomme de Terre (Pomme de Terre Lake), e kember ar stêrioù Lindley Creek ha Pomme de Terre a ro hec'h anv dezhi.

Al lenn Pomme de Terre

Deskrivadur

kemmañ
  • 32 km² eo gorread al lenn pa vez en he live izelañ, ha 65 km² en he live uhelañ.
  • War-dro 182 km eo hirder he glann.
  • 256 metrad a-us live ar mor eo hec'h uhelder.

A-benn reoliañ red ar stêr Osage en devoa Korf ijinourien lu ar Stadoù-Unanet savet ur rummad stankelloù, hini Pomme de Terre en o zouez.
Etre 1957 ha 1961 e voe savet ar stankell a stummas al lenn Pomme de Terre.
Dourioù ar stêr Pomme de Terre oc'h em gejañ gant re ar stêr Osage dre al lenn Pomme de Terre a ya da leuniañ ur fardellad divent a zour dalc'het gant ar stankell.

"Stêr an Askorn Bras" (Big Bone River e saozneg) e oa anv kentañ ar stêr, troet diwar yezh an Amerindianed Osage (pobl) a gave kalz eskern dinosaored en he glannoù[1].
Un anv a orin gallek eo Pomme de Terre, bet roet gant ergerzherien c'hall. Kement hag “aval-douar” e talvez.

Ar stankell

kemmañ
  • 2 204 m eo he hirder.
  • 47 m eo hec'h uhelder a-us naoz ar stêr.
  • 9 m eo he ledander el laez, 290 m en traoñ.
  • Savet eo diwar ur riboul kelc'hiek 4 metrad a dreuzkiz, ennañ div zor-red (2 m x 4 m) hag un dorikell gelc'hiek 610 mm a dreuzkiz evit lezel dourioù da dremen.
  • Div vrec'h a zo war bep tu d'ar stankell : ar vrec'h Pomme de Terre, a heuilh red ar stêr a-hed 27 km, ha hini Lindley, a heuilh ar stêr Lindley Creek a-hed 19 km.
  • Treuzet eo ar stankell gant un hent, Route 254.

Touristelezh

kemmañ
  • Tremen 650 tachenn-gampiñ zo war glann al lenn
  • Div draezhenn digor d'an dud e fell dezho kouronkañ zo ivez.
  • Bageal, skiañ war an dour ha pesketa a c'haller ober.

Bep 4 a viz Gouere, devezh Gouel Broadel ar Stadoù-Unanet, e vez tennet un tan-arvest war glannoù al lenn.

Notennoù

kemmañ
  1. MAYOR Adrienne, Place names describing fossils in oral traditions, Standford University, pp. 253-254. (en) Liamm oberiant 02 DU 2012

Liammoù diavez

kemmañ