Leo Battesti
Leo Battesti a oa ganet d'ar 6 a viz Du 1953 e Bastia (Korsika) zo ur stourmer politikel broadelour korsat hag ur c'hoarier echedoù brudet.
Bet eo bet prizoniad politikel, kazetennour, penngazetennour. Renour embregerezh ha mestrc'hoarier echedoù eo ivez.
Rener un ti-moulerezh eo, Corsica Flash (www.corsicaflash.fr) an anv anezhañ.
Stourmer
kemmañBet eo pennsekretour Studierien Korsika (CSC), 1976-78, e Nizza. Bac'het eo bet eus 1978 da 1981, abalamour d'e obererezh en FLNC. E 1981, evel kalz re all, eus Korsika hag eus Breizh, e voe divac'het hag amnistiet gant François Mitterrand. Kazetenner eo bet eus 1981 betek 1992, en ur sizhunieg eus an enezenn.
Kuzulier e oa e Kuzul Korsika, eus 1986 da 1992, ha besprezidant Kengor ar Sevenadur hag ar Sportoù eus 1990 betek 1992.
Kuzulier-kêr eo bet e Bastia eus 1988 betek 1992.
Echedoù
kemmañKrouet en deus Kevre Korsat an Echedoù (4060 ezel diwar ur boblañs a 260.000 annezad e Korsika). C'hoari echedoù a vez graet en darn vrasañ eus skolioù kentañ derez an enezenn. Gant-se e c'haller lavaret n'eus lec'h ebet ma vez c'hoariet echedoù kement hag e Korsika.
Aozet en deus brasañ tournamant an echedoù fonnus www.opencorsica.com, gant 140 embregerezh o skoazellañ ha 175.000 € a brizioù.
Bet eo bet beskadoriad Kevre Gall an Echedoù abaoe 2005, hag ober a ra war-dro ar gelaouenn “Échec & Mat”.
Liamm diavaez
kemmañLeo Battesti, kenurzhier an echedoù e Korsika gant Susan Polgar.