Leonardas Abramavičius
Leonardas Abramavičius (Leonhard Abramavicius) a zo marvet e 1960 e Kaunas (Lituania).
Mestrc'hoarier echedoù lituanian ha soviedat eo.
Leonardas Abramavičius a c'hoarias e skipailh broadel Lituania e-doug pevar Olimpiad Echedoù ofisiel hag unan diofisiel.
- E miz Gouere 1930, ouzh ar bedervet tablenn en 3de Olimpiad en Hamburg (+4 –11 =0).
- E miz Gouere 1931, ouzh ar bedervet tablenn er 4vet Olimpiad e Praha (+3 –7 =1).
- E miz Gouere 1933, ouzh an dablenn-mir er 5vet Olimpiad e Folkestone (+5 –2 =2).
- E mizioù Eost ha Gwenholon 1936, ouzh ar bempvet tablenn en Olimpiad diofisiel e München (+6 –8 =6).
- E mizioù Gouere hag Eost 1937, er skipailh-mir er 7vet Olimpiad e Stockholm (+2 –1 =0).
Tapout a reas ur vendalenn argant e 1933[1].
Abramavičius a gemeras perh e Kampionadoù Lituania meur a wezh.
E miz Gouere 1943, e voe 1añ-3de skoaz-ouzh-skoaz gant Birmanas ha Romanas Arlauskas, (Abramavičius a voe 3vet er "play-off"), e Vilnius (12vet Kampionad Lituania).
E 1947, e voe 12vet, e 1948 8vet-9vet, e 1949 13vet-14vet, e 1950 e tuas ar maout gantañ, a-gevred gant Ratmir C'holmov, e 1951 14vet-15vet, e 1954 5vet-6vet, e 1955 6vet-7vet, hag e 1957 e voe 12vet[2].
Partiennoù dedennus
kemmañ- Leonardas Abramavičius vs Victor Kahn (FRA), Prague 1931, 4th Olympiad, Bogo-Indian, E11, 1-0
- Kornél Havasi (HUN) vs Leonardas Abramavičius, Folkestone 1933, 5th Olympiad, King's Indian, Fianchetto, E67, 0-1
- Gedeon Barcza (HUN) vs Leonardas Abramavičius, Munich 1936 (ol), King’s Indian, Sämich Variation, E85, 0-1
- Leonardas Abramavičius vs Vladas Mikenas, Vilnius 1955, LTU-ch, Ruy Lopez, Closed, C84, 1-0
Notennoù
kemmañ