Leonora Blanche Alleyne

Leonora Blanche "Nora" Lang (ganet Alleyne ; 8 Meurzh 1851 – 10 Gouhere 1933) a oa ur skrivagnerez saoz, embannerez ha troourez. Brudet eo he labour war-dro an dastumad The Fairy Books, ur rummad 25 levrad kontadennoù evit bugale embannet ganti hag he fried, ar Skosad Andrew Lang, etre 1889 ha 1913. Ar re vrudetañ eo The Rainbow Fairy Books, an 12 a zo disheñvel o liv.

He buhez kemmañ

Ganet e oa e Clifton, e-tal Bristol, ha hi ar yaouankañ eus seizh bugel e ti Charles Thomas Alleyne (1798–1872), perc'henn ur blantadeg er Barbados, ha d'e bried Margaret. Dimeziñ a reas da Andrew Lang d'an 13 a viz Ebrel 1875, en Clifton, Gloucestershire. Goude o eured e vevjont e Kensington, e Londrez.

E 1912 e varvas he fried Andrew Lang. E 1933 e varvas Leonora Blanche Alleyne

Pennadoù kar kemmañ