Leonora Christina Ulfeldt

Leonora Christina Christiansdatter, pe Leonora Christina kontez Ulfeldt (1621 –1698), zo ur skrivagnerez danek, hag a oa merc'h d'ar roue Christian IV Danmark ha d'e bried yaouank Kirsten Munk. Dimezet e voe d'ar c'hont Corfitz Ulfeldt. Bac'het e voe gant he zad.

Leonora Christina Ulfeldt.

Brudet eo hec'h eñvorennoù, Jammers Minde, abaoe an XIXvet kantved pa voent embannet, goude skrivet er vac'h e-pad ugent vloaz. Hiriv int pouezusañ oberenn danek ar XVIIvet kantved, embannet e 1869 evit ar wech kentañ.

He buhez

kemmañ
 
Kirsten Munk hag he fevar bugel henañmit ihren ältesten vier Kindern, gant Jakob van Doordt e 1623. Leonora Christina, daou vloaz neuze en tu dehoù

Pemzek bugel en dije bet Christian IV, a greder, gant e eil pried, Kirsten Munk, ha tri anezho, da vihanañ, a voe ganet a-raok o eured e 1615, met ne vevas nemet eizh anezho pelloc'h eget o c'hrennoad.

An Tiegezh Munk a oa tud a lez anezho, ha mamm Kirsten, Ellen Marsvin, a reas d'ar roue sinañ ur promesa da zimeziñ d'he merc'h a-raok leuskel ar roue da stekiñ outi. Un dimeziñ morganatek e voe, ha Leonora Christina ne oa ket ur briñsez a wad, met titlet e oa evel kontez Schleswig-Holstein, titl roet d'he mamm e 1629, disheñvel diouzh an titl a oa hini Duged Schleswig-Holstein, kerent da rouaned Danmark hag a berc'henne manerioù e proviñsoù Schleswig ha Holstein. Daoust da se e voe savet Leonora gant he zud en palez Copenhagen (nepell diouzh an tour ma voe bac'het en intañvez), a-gevret gant he zri lezvreur henañ – en o zouez an danvez-roue Frederik III – mibien d'ar rouanez kent Anne Catherine von Brandenburg. Savet e voe din dan evezh gouarnerez al lez, Karen Sehested. Ar Roue a damallas e bried d'e dreitouriñ gant ur gwaz all, ha dizimeziñ a reas diganti e 1630, goude kemer ur serc'h, Vibeke Kruse, matezh gant e wreg.

Goude ma roas d'ar roue un toullad bugale hag a voe kevezerien bugale Kirsten Munk, e viras Leonora Christina karantez he zad. Dimeziñ Leonora Christina a oa aozet gant Christian IV da vezañ un darn eus e raktres da greñvaat galloud e diegezh.

Abaoe 1448 e oa bet Tiegezh Oldenburg o ren e Danmark a dad da vab.

E 1636 e voe dimezet Leonora Christina, da 15 vloaz, d'ar c'hont Corfitz Ulfeldt, tregont vloaz dezhañ, hag anezhañ mab ar c'hañseller Jacob Ulfeldt, goude bet prometet dezhañ abaoe he nav bloaz. Daoust d'an eured ne voe ket leal Ulfeldt d'ar Gurunenn, hag e wreg a chomas leal d'he fried betek goude e varv, ha nac'h a reas lavarout droug diwar e benn, na pa vije evit prenañ he frankiz.