Les Cinq Gentlemen maudits (film, 1920)

Les Cinq Gentlemen maudits (Ar Pemp Denjentil milliget e brezhoneg) zo ur film gall mut, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozerien c'hall Luitz-Morat ha Pierre Régnier e 1920.

Les Cinq Gentlemen maudits (1920).

Un doare all a voe sevenet e 1931 gant Julien Duvivier a savas doare alamanekDie fünf verfluchten Gentlemen (1932) — ar film ivez.

Fichenn deknikel

kemmañ

An danvez

kemmañ

En em gavout a ra pemp den — Le Guérantec, Kaladjian, Lawson, Middlock ha Madolini — e Tuniz. Tra m'emaint o pourmen e kêr e lam unan anezhe he gouel diouzh dremm ur werzherez tilsamoù, evit farsal. Aet en egar e troukvallozh he zad anezhe o tiouganañ dezhe dre betore urzh ez afont da Anaon...
Nebeut amzer war-lerc'h e veuz Middlock da-geñver ur vageadenn war vor. Mervel a ra Lawson a-boan distroet da Naplez. Adkavet eo Madolini marv-mik, ur goustilh arab gantañ sanket etre e ziv skoaz.
A-benn ar fin ez eo diskoachet ar voualc'h war he neizh gant Le Guérantec pa ginnig da gKaladjian paeañ an dle en deus berniet o c'hoari : ne oa nemet ur c'hwiberezh bet savet da dennañ arc'hant digantañ.

Roll ar gomedianed

kemmañ

Liamm diavaez

kemmañ