Les Naufrageurs (film, 1959)
Les Naufrageurs (Ar Beñseerien e brezhoneg) zo ur film gallek, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Charles Brabant e 1958.
Fichenn deknikel
kemmañ- Doare : Drama,
- Skoazellerien-sevener : Jean-Charles Lagneau ha Jean Lefèvre,
- Senario : Gwenn-Aël Bolloré, azasaet gant Charles Brabant ha Roland Laudenbach,
- Divizoù : Roland Laudenbach,
- Kevredadoù produiñ : Finistère Films ha Vega Films (Pariz),
- Produourien : Gwenn-Aël Bolloré hag Evrard de Rouvre,
- Rener produiñ : Georges Bernier,
- Kevredad dasparzhañ : Sirius Films (Pariz),
- Rener ar skeudenniñ : Ghislain Cloquet,
- Ijinour ar son : Séverin Frankiel,
- Aozer ar sonerezh orin : René Cloërec,
- Kinklourien : Jacques Mély ha Jean-Pierre Thévenet,
- Dilhataerez : Francine Galliard-Risler,
- Farder : Jean-Jacques Chanteau,
- Ficher-blev : Jacky Chanteau,
- Skriptourez : Ghislaine du Sire,
- Frammerez : Huguette Brabant,
- Prantad filmañ : adalek an 13 a viz Mae betek an 23 a viz Gouere 1958,
- Lec'hioù filmañ : Penn-ar-Bed (Benoded[1], Keriti-Penmarc'h, Sant-Yann-Drolimon[2]),
- Deiziad dont e-maez : 28 a viz Genver 1959 ( Bro-C'hall),
- Padelezh : 92'.
An danvez
kemmañE 1852, war un enez bennak e Penn-ar-Bed : dre m'o deus naon du an enezidi e tamallont o gwalleurioù da vMoïra, kendrec'het mard int ez eo-hi ur sorserez. Hag houmañ ha lakaat ur vag d'ober peñse evit saveteiñ an enez. He freizhañ a ra an enezidi ha peurlazhañ ar re c'hloazet. Dont a ra a-benn Gilles, unan eus martoloded ar vag, da dec'hout kuit ha kavout bod e ti Voïra. Dindan nebeut amzer ez eo piket o c'halon an eil gant egile ha diskoachet ar voualc'h war he neizh gant Louise Kermelen. Mat eo da Louise tevel war gement-mañ gant ma kuitao Gilles an enez asambles ganti : hen ober a reont tra m'eo krog ar polis gant e enklask. En em lezel a ra Manez kozh da vezañ tamallet evit gwareziñ an holl enezidi all...
Roll ar gomedianed
kemmañ- Henri Vidal : Yann Le Coeur,
- Dany Carrel : Louise Kermelen,
- Charles Vanel : Marnez,
- Renée Cosima : Moïra,
- Carl Schell : Gilles,
- Jacques Fabbri : ar jipsian,
- Alfred Adam : an aotrou komiser,
- Madeleine Sologne : Gestin gozh,
- Jean d'Yd : an aotrou Person,
- Lucien Raimbourg : Gaël,
- Guy Decomble : Hervé,
- Gérard Darrieu : Jean,
- Pâquerette : Marie gozh,
- Julien Verdier : Pierrick,
- Sylvain Levignac.
Liamm diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Bet troet eno darvoud ar peñse pa ya ur oueletenn da frikañ ouzh ar c'herreg.
- ↑ En-dro da Galvar ha Chapel Tronoen e voe savet ur gêriadenn a-ratozh-kaer, bet troet darvoudoù 'zo enni.