Madeleine Sologne
Madeleine Sologne, pe Madeleine Simone Vouillon hec'h anv en ti-kêr, bet ganet d'ar 27 a viz Here 1912 e La Ferté-Imbault (Loir-et-Cher, Bro C'hall) hag aet d'an Anaon d'an 31 a viz Meurzh 1995 e Vierzon (Cher), a oa un aktourez (c'hoariva ha sinema) c'hall.
Bet desavet en un tammmig tiegezh[1] e kuitaas he c'hêriadenn nepell diouzh Romorantin, war-lerc'h marv he mamm e 1930, da vont da bPariz. Goude bezañ labouret evel deskardez e ti Caroline Reboux (1837-1927), togerez vrudet ar c'houlz, e tigoras he stal gabellerez hec'h-unan. Diwar levezon al livour gall-polonat Mojżesz Kisling (1891-1953), a oa Madeleine Vouillon e batromez dezhañ, e krogas-hi da heuliañ kentelioù war ar c'hoariva. Kennerzhet gant ar perzh he devoa dalc'het e 1934 er pezh-c'hoari Boccace, conte 19 gant Julien Luchaire (1876-1962) e reas-hi he mennozh mont war-du metoù ar sinema : roet e voe roll bihan ur vicherourez dezhi er film La vie est à nous gant Jean Renoir, deuet e-maez e penn-kentañ miz Ebrel 1936. Er bloaz-mañ e timezas da Alain Douarinou (1909-1987), hag eñ kameraour ha rener ar skeudenniñ.
Dibabet he devoa kendelc'her gant ar vicher-se oc'h ober gant an anv-leurenn Madeleine Sologne da zougen bri da Sologne, he rannvro orin.
He filmoù (er sinema)
kemmañ- 1936 :
- Une femme par intérim, film berr sevenet gant André Hugon,
- La vie est à nous gant Jean Renoir.
- 1937 :
- Records 37, film berr sevenet gant Jacques-Bernard Brunius ha Jean Tarride,
- Pantins d'amour gant Walter Kapps,
- Franco de port gant Dimitri Kirsanoff,
- Forfaiture gant Marcel L'Herbier,
- Le Réserviste improvisé, film berr gant André Hugon (eil film a-gevret).
- 1938 :
- Le Temps des cerises gant Jean-Paul Dreyfus,
- Les Gens du voyage gant Jacques Feyder,
- Les Filles du Rhône gant Jean-Paul Paulin,
- La Plus Belle Fille du monde gant Dimitri Kirsanoff (eil film a-gevret),
- Adrienne Lecouvreur gant Marcel L'Herbier (eil film a-gevret)
- Remontons les Champs-Élysées gant Sacha Guitry,
- Conflit gant Léonide Moguy.
- 1939 :
- Les Compagnons de Saint-Hubert, film berr sevenet gant Jean Georgesco,
- Raphaël le tatoué gant Christian Jaque,
- Le Père Lebonnard gant Jean de Limur,
- Le monde tremblera gant Richard Pottier.
- 1940 : Le Danube bleu, sevenet gant E.E. Reinert hag Alfred Rode.
- 1942 :
- Fièvres gant Jean Delannoy,
- Croisières sidérales gant Andre Zwobada,
- Les Hommes sans peur gant Yvan Noé,
- Nous les jeunes, film berr sevenet gant Maurice Cloche,
- L'Appel du bled gant Maurice Gleize.
- 1943 :
- Départ à zéro gant Maurice Cloche (eil film a-gevret),
- Le Loup des Malveneur gant Guillaume Radot,
- L'Éternel Retour gant Jean Delannoy (eil film a-gevret),
- Vautrin gant Pierre Billon.
- 1945 :
- Mademoiselle X gant Pierre Billon (eil film a-gevret),
- Marie la Misère gant Jacques de Baroncelli.
- 1946 :
- 1948 :
- 1959 : Les Naufrageurs, sevenet gant Charles Brabant.
- 1961 : Il suffit d'aimer, sevenet gant Robert Darène.
- 1970 : Le Temps des loups gant Sergio Gobbi.
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ He zud : Simon Basile Sylvain Vouillon 1875-1956 ha Madeleine Berthe Bonnasseau 1879-1930.