Les Travailleurs de la mer (film, 1918)

Les Travailleurs de la mer (Labourerien ar mor e brezhoneg) zo ur film mut gall, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall André Antoine e 1917.

Renevezet e oa bet ar film hag adkinniget, evit ar wech kentañ, e mirdi Orsay (Essonne) d'an 31 a viz Mae 1990.

Fichenn deknikel

kemmañ

Georges Denola ha Julien Duvivier a oa bet dibabet da skoazellerien seveniñ er film-mañ.

Daou goulzad ha seizh rann a ya d'ober ar film :

  1. Mess Lethierry,
  2. Sieur Clubin,
  3. La "Durande",
  4. L'Écueil (Ar Garreg),
  5. La Pieuvre (Ar Morgazh),
  6. Déruchette,
  7. La Grande Tombe (Ar Bez Bras).

An danvez

kemmañ

E Gwernenez emeur : emañ ar pesketaer Gilliatt e karantez gant Déruchette, nizez d'ar paramantour Mess Lethierry. Un deiz ez a kuit Rantaine gant arc'hant e geveler Lethierry. Clubin, kabiten ar vag en deus degemeret Rantaine war he bourzh, a ra dezhi ober peñse a-ratozh a-benn lakaat e grabanoù war ar breizhadenn. Mont a ra Gilliatt betek lec'h ar gwallreuz da adtapout keflusker ar vag hag eno e kav an arc'hant laeret e gouriz lêr ar c'habiten, hag eñ bet lazhet gant ur morgazh. Ret eo d'ar pesketaer stourm ouzh ar blotvil hag e lazhañ. Bet adpaket e arc'hant gantañ e kinnig Mess Lethierry dorn e nizez Déruchette da c'hGilliatt koulz ha kemer penn unan eus e vigi. Siwazh, bremañ ez eo piket kalon ar plac'h gant Ebenezer, ar pastor yaouank. Ne glask ket ar pesketaer talañ outañ ha kavout a ra gwelloc'h en em lezel da sankañ en tonnoù...

Roll ar gomedianed

kemmañ