Letocetum, pe Etocetum, a oa ur c'hreñvlec'h hag ur gêr roman e proviñs Britannia. Ur c'hreñvlec'h a bouez e oa, war an hent roman a gase da hanternoz Kembre, ar Watling Street.

Bremañ emañ e parrez Wall, e Staffordshire. Gwelet a c'haller eno aspadennoù eus ar savadurioù roman hag a zo dindan gwarez an National Trust.

Istor kemmañ

Dont a reas ar Romaned da Letocetum war-dro ar bloavezh 50, da sevel ur c'hreñvlec'h. En-dro d'ar c'hreñvlec'h e tiorroas ur gêr roman, gant tiez ha kibelldioù. E deroù an XXvet kantved e voe graet furchadennoù met ne ouzer ket pep tra c'hoazh diwar-benn ar gêr a oa eno, na pegen bras e oa.

Goude disparti ar Romaned e voe disteroc'h pouez ar gêr, ha kreskiñ a reas ur gêr all nepell, Lichfield, er VIIvet kantved, dont da vezañ sez un eskopti[1]. Pa greskas ar gêr adarre, goude-se, e voe gant un anv all, Wall. Gant an anv-se e raed dave d'ar mogerioù-difenn, bet savet gant ar Romaned, hag a oa anezho betek deroù an XIXvet kantved.

 
Aspadennoù eus mogerioù roman
 
Aspadennoù eus savadurioù roman

Anv kemmañ

An anv Letocetum[2] a gaver meneget e meur a skrid latin :

Ur stumm latinaet e oa an anv-se eus un anv-lec'h keltiek adsavet evel *Lētocaiton (a vefe "koad louet" e brezhoneg). Nennius a ra anv eus ul lec'h anvet Cair Luit Coyd e-touez ar c'hêrioù meneget gantañ en e Historia Brittonum.

Mojennoù kemmañ

Kaoz a zo eus ur "C'hoad Louet" e mojenn ar Roue Arzhur. A c'hallfe bezañ Letocetum.

Daveoù kemmañ

  1. Gould, Jim (1998). Letocetum: The Rise and Decline of a Roman Posting Station.
  2. A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982. p. 387