Levr berrañ an Testamant Kentañ eo Levr Ovadia (Ov). Ur chabistr nemetken.

Un diougan enep Edom eo : distrujet e vo en abeg d'e enebiezh peurbad ouzh Yaakov, ha d'e emzalc'h kasonius pa voe tapet Jeruzalem. Diouganañ a ra ivez kastiz ar broadoù. Al lodenn gantañ eus an diougan (Ov 1-8) a zo da geñveriañ gant Yirmia (49, 7-16). Chom a raio divrall menez Sion : "Hag e pigno dieuberion war venez Sion evit barn menez Esav hag e vo d'an Aotroù ar rouantelezh" (Ov 21)[1].

daveoù

kemmañ
  1. Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 3, 1983, p 221-223