Lhasa de Sela
Lhasa e Stuttgart, Gouere 2005.

Alias Lhasa
Ganet 27 a viz Gwengolo 1972
Big Indian, New York
Marvet 1 a viz Genver 2010
Montreal, Kebek
Doare(où) Sonerezh ar bed
Bloavezhioù oberiant 1991-2009
Label(ioù) Audiogram
Lec'hienn ofisiel lhasadesela.com

Lhasa de Sela, anavezet gwelloc'h dre an anv Lhasa a oa ur ganerez mec'hikanez-amerikanez o chom e Kebek. Levezonet e oa he sonerezh gant folk, blues, sonerezhioù tzigan ha latin.

Buhez an arzourez

kemmañ

Ar bloavezhioù kentañ

kemmañ

Ganet eo d'ar 27 a viz Gwengolo 1972 e Big Indian en hanternoz Stad New-York. He zad a oa ur skrivagner mec'hikan hag he mamm a oa ul luc'hskeudennerez eus ar Stadoù-Unanet. Ul lodenn vat eus he bugaleaj a vev war an hentoù etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet, o veajiñ en ur c'harr-boutin asambles gant he zud hag he nav breur ha c'hoar (Gabriela, Samantha, Ayin, Sky, Miriam, Alex, Ben, Mischa et Eden). Er bloavezhioù 1980 e krog da ganañ tonioù a vesk levezonioù jazz ha sonerezh mec'hikan. Da 13 vloaz e kan e tavarnioù San Francisco.

Montréal, Desrosiers hag he fladenn gentañ

kemmañ

C'hwec'h vloaz war-lerc'h e tivro da Vontréal, e 1991. Labourat a ra e tavarn Ti ar sevenadur bedel e boulouard Sant-Laorañs ha war al leurenn e vez diouzh an noz. Er gêr-mañ eo e ra anaoudegezh gant ar gitarour ha sevener sonerezh kebekad Yves Desrosiers. Etre 1993 ha 1996 e kasont abadennoù asambles e tavarnioù bihan Plateau Mont Royal. Kregiñ a ra ar brud vat d'en em ledañ e metoù ar sonerezh e Montréal. Gallout a ra kontañ Lhasa war Desrosiers hag e varregezhioù soner ha sevener sonerezh war-un-dro, evit enrollañ e 1997 La Llorona, he fladenn gentañ, e spagnoleg penn da benn, a ra berzh buan daoust d'he budjed izel. Goude troiadoù abadennoù e 1998 ha 1999 ez a da vevañ e Masilha e-pad daou vloaz hanter ma labour war hec'h eil pladenn.

An eil pladenn hag ar brud o redek ar bed

kemmañ

E 2003, ar bloaz war-lerc'h he distro da Vontréal e teuio e-maez hec'h eil pladenn The Living Road a zo enni tem ar veaj. Kanaouennoù e spagnoleg, saozneg ha galleg a gaver e-barzh. Kemer a ra pezh an tabouliner François Lalonde hag ar pianoour Jean Massicotte er bladenn, war ar seveniñ hag ar c'hempenn. Berzh bras a ra adarre hag en em ledanaat a ra he brud er bed tamm-ha-tamm. Troiadoù a ra e 2004 ha 2005 dre Europa, ar Stadoù-Unanet, Kanada ha Mec'hiko. E Gouere 2004 e kan war leurenn Glenmor e Gouel an Erer Kozh e Karaez. E 2005 e resev priz Gwellañ arzourez Amerika digant World Music Awards ar BBC

Lhasa, ar bladenn diwezhañ

kemmañ

En Ebrel 2009 e teu e-maez he zrede pladenn, Lhasa, e saozneg penn da benn. Sevenet eo gant Thierry Amar. Sarah Pagé a son telenn, Miles Perkin gourrebed, Joe Grass hag Freddy Koella a son gitar hag Andrew Barr taboulinoù. D'ar c'houlz-se dija e oa ur c'hrign-bev en he bronn avat ha goude div abadenn en Island e rank nullañ an droiad diwezhañ he doa raktreset en diskar-amzer 2009. Tost daou vloaz goude d'ar c'hleñved bezañ kroget d'ober he reuz e varvas d'ar 1añ a viz Genver 2010 en he c'hêr a Vontréal. Ur raktres pladenn nevez a oa ganti ma felle dezhi kanañ tonioù arzourien vrudet Chile, Victor Jara ha Violeta Parra.

Pladennoù

kemmañ
  • 1998 : La Llorona. Gwelout ar pennad La llorona.
  • 2003 : The Living Road
  • 2009 : Lhasa

Liammoù diavaez

kemmañ