Violeta del Carmen Parra Sandoval (14 a viz Du, 1917 e San Carlos - 5 a viz C'hwevrer, 1967) a oa un arzourez brudet a vro Chile. He zad, ur skolaer, a oa boas da zastum kanaouennoù pobl. Rankout a reas Violeta dilezel abred he studioù evit sikour he zud er parkeier. Abred-tre ivez e savas he c'hanaouennoù kentañ gant ar gitar. En em staliañ a reas e Santiago Chile a-raok he ugent vloaz. Kanañ a raio neuze kanaouennoù poblel ha romantel en ostalerioù, er radioioù... a-raok divizout sevel ha kanañ kanaouennoù folk. Mont a reas e darempred e 1937 gant Luis Cereceda. Gantañ he do daou vugel : Isabel hag Ángel. Kenderc'hel a reas da ganañ ha da zastum kanaouennoù evel ma rae he zad araozi. E 1948 e tispartias eus Cereceda a-raok dimeziñ a-nevez. Div blac'h he do neuze : Carmen Luisa ha Rosita Clara. E 1953 e voe gopret gant Radio Chili pezh a sikouro kalz evit brudañ anezhi. He labour dastum a gendalc'has gant he sonenroller hag he gitar er vro a-bezh. Klask a rae saveteiñ ar muiañ a ganaouennoù a-raok ma vefent ankouaet gant an holl. E 1954 e c'hounezas priz Caupolicàn, roet d'ar folklorour ar bloavezh. Pedet e voe neuze da fest ar yaouankiz Polonia, a-raok treuziñ an Unaniezh Soviedel.

Violeta Parra
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhChile Kemmañ
Anv ganedigezhVioleta del Carmen Parra Sandoval Kemmañ
Anv-bihanVioleta Kemmañ
Anv-familhParra Kemmañ
Eil anv tiegezh en anvioù spagnolekSandoval Kemmañ
Deiziad ganedigezh4 Her 1917 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSan Carlos Kemmañ
Deiziad ar marv5 C'hwe 1967 Kemmañ
Lec'h ar marvLa Reina Kemmañ
Doare mervelEmlazh Kemmañ
Lec'h douaridigezhSantiago General Cemetery Kemmañ
BugelIsabel Parra, Ángel Parra Kemmañ
FamilhParra Family Kemmañ
Yezh vammspagnoleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetspagnoleg, galleg Kemmañ
Tachenn labourbarzhoniezh, sonaozañ Kemmañ
Deroù ar prantad labour1939 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1967 Kemmañ
Strollad politikelSigma Party of Chile Kemmañ
Voice typemezzo-soprano Kemmañ
PladennrolladurVioleta Parra discography Kemmañ
Oberenn heverkGracias a la vida, El gavilán, Volver a los 17 Kemmañ
Tachennnueva canción Kemmañ
Label sonerezhEMI Kemmañ
Prizioù resevetLatin Songwriters Hall of Fame Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ

Bevañ a reas e Pariz e-pad 2 vloaz, lec'h ma enrollas he fladennoù kentañ. Distreiñ a reas da Chile e 1956, lec'h ma krouas ha ma renas Mirdi an Arzoù Pobl e kêr Concepción. Distreiñ a reas da Santiago daou vloaz war-lerc'h. Stagañ a reas eno gant al livañ.

Violeta Parra a yeas da veajiñ da Vuenos Aires e 1961, ha da Europa da heul, gant Isabel hag Angel, ha chom a reas tri bloaz e Pariz, lec'h ma raio diskouezadegoù ha sonadegoù. An arzourez kentañ eus Su Amerika degemeret el Louvre evit un diskouezadeg personel eo bet. Distreiñ a reas a-nevez e Chile e 1965, lec'h ma stalias ur gaborell, a veze graet anezhi "kaborell ar rouanez" ganti, a-raok hervezi dont da vezañ ur greizenn sevenadurel gouestlet d'ar folklor. Kanañ a reas asambles gant Gilbert Favre e Bolivia e 1965. Distroet e Chile, e savas he daou don diwezhañ enrollet gant he bugale asambles gant ar soner a vro Uruguay Alberto Zapicán. En em zistruj a reas e-barzh he gaborell d'ar 5 a viz C'hwevrer, 1967. Hanterkant vloaz e oa.

He c'hanaouenn anavezetañ Gracias a la vida, a zo bet brudet-tre er Stadoù-Unanet gant ar ganerez Joan Baez, a zo unan eus ar re anavezetañ er broioù spagnolek.

Liammoù liesseurt

kemmañ