Ángel Parra a zo ur c'haner chilean bet ganet e 1943 e Valparaiso ha marvet d'an 11 a viz Meurzh 2017 e Pariz. Bevañ en deus graet asambles gant e familh en Europa e 1960, el lec'h ma peurzeskas seniñ gitar a-raok ober sonadegoù niverus. Gant e c'hoar Isabel e krouas e Pariz ar c'houblad "Isabel & Angel".

Ángel Parra
den
Rann eusIsabel y Ángel Parra Kemmañ
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhChile, Frañs Kemmañ
Anv ganedigezhLuis Ángel Cereceda Parra Kemmañ
Anv-bihanÁngel Kemmañ
Anv-familhParra Kemmañ
Deiziad ganedigezh27 Mez 1943 Kemmañ
Lec'h ganedigezhValparaíso Kemmañ
Deiziad ar marv11 Meu 2017 Kemmañ
Lec'h ar marvAntony Kemmañ
Abeg ar marvkrign-bev ar skevent Kemmañ
Lec'h douaridigezhBered Père-Lachaise Kemmañ
TadLuis Cereceda Kemmañ
MammVioleta Parra Kemmañ
Breur pe c'hoarIsabel Parra Kemmañ
PriedMarta Orrego, Ruth Valentini Kemmañ
BugelÁngel Parra, Javiera Parra Kemmañ
FamilhParra Family Kemmañ
Yezh vammspagnoleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetspagnoleg, galleg Kemmañ
Strollad politikelCommunist Party of Chile Kemmañ
Partner in business or sportIsabel Parra Kemmañ
Benveg sonerezhmouezh, gitar, Guitarrón chileno Kemmañ
PladennrolladurÁngel Parra discography Kemmañ
Tachennnueva canción chilena, traditional folk music, Kanaouennoù-stourm, Bolero Kemmañ
Label sonerezhDemon, L'Escargot, Alerce Kemmañ
Prizioù resevetOrden al Mérito Docente y Cultural Gabriela Mistral, Premio a la Música Presidente de la República Kemmañ

E 1964, distro e Chile, e kemeras perzh en dilennadegoù en ur sikour Salvador Allende. Isabel hag Angel a grouas neuze "La Peña de los Parra", ul lec'h evit krouiñ ha kejañ evit an Nueva trova. Eno e veze kavet tud evel Violeta Parra, Pablo Neruda, Atahualpa Yupanqui, Julio Cortazar, Victor Jara, Nicolás Guillén, Paco Ibáñez, Silvio Rodríguez, Pablo Milanés, Mercedes Sosa… Ur wezh aet ar galloud gant Pinochet e 1973, e voe kaset da doull-bac'h "Chabuco" staliet e dezerzh Atacama. Divroiñ a reas neuze da Vro-Vec'hiko e 1974 hag e Frañs da heul, el lec'h ma kavo repu gant e familh.

E 1988 e voe anvet Ofisour a Urzh an Arzoù hag al Lizhiri gant Jack Lang, ministr ar sevenadur gall d'ar c'houlz-se. E 1989 e tistroas d'e vro c'henidik evit kanañ er vro a-bezh. Resevet en deus asambles gant e c'hoar an titl a Figuras fundamentales de la mùsica chilena e 2004.

Enrollet en deus ouzhpenn 70 pladenn.

Liamm diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.