Libertà Emiliana-Nazione Emilia


Libertà Emiliana-Nazione Emilia a zo ur strollad politikel italian a glask gounit emrenerezh Emilia Romagna. Krouet e voe e 1999 gant un nebeud ag izili eus Lega Nord na oant ket a-du gant estrengasoni an emsav-se. Ur strollad ekologour eus an tu kleiz eo hag un ezel eus Emglev Libr Europa.

Dilennadegoù kemmañ

Kemer a reas perzh Libertà Emiliana-Nazione Emilia e dilennadegoù europat 1999 asambles gant ar Partito Sardo d'Azione hag ar Consumatori (0,3% en Emilia Romagna). E 2004 edo war listenn Emglev Libr Europa asambles gant Union für Südtirol, Partito Sardo d'Azione, Liga Fronte Veneto ha Lega Alleanza Lombarda (0,5% en Emilia Romagna, 1% e Piacenza).

Kevreet eo gant Alleanza Libera Emiliana hag tri dilennad en deus hepken : daou guzulier-karter hag ur c'huzulier-kêr.

Liammoù diavaez kemmañ

(it) Lec'hienn ofisiel