Union für Südtirol


An Union für Südtirol (Unvaniezh evit Tirol ar Su) a zo ur strollad dizalc'hour eus an tu dehou a zifenn ar vinorelezh c'hermanek eus proviñs emren Bolzano. Un ezel eus Emglev Libr Europa eo. En dilennadegoù europat e kinnig kannaded asambles gant strolladoù dizalc'hour pe emrenour arall evel ar Partito Sardo d'Azione, Liga Fronte Veneto, Libertà Emiliana-Alleanza Libera Emiliana hag al Lega Alleanza Lombarda.

Union für Südtirol
Prezidant Andreas Pöder
Krouet 2 a viz here 1989
Sez Via Garibaldi, 6
39100 Bolzano
Kazetenn Zukunft Heimat
Izili  dianav
Ideologiezh Disrannidigezh, Broadelouriezh, Mirouriezh
Kevread ebet
Etrevroadel ebet
Strollad European ebet
Bagad er Parlamant European ebet
Lec'hienn http://www.unionfs.com

E 1989 eo ganet ar strollad goude disparti ar c'huzulier proviñsel Alfons Benedikter eus ar Südtiroler Volkspartei. Asambles gant Eva Klotz ha Gerold Maraner e unanas ar Freiheitliche Partei Südtirols, ar Südtiroler Heimatbund hag ar Movimento per il federalismo. Alfons Benedikter a voe e penn-sekretour kentañ.

E 1991 e tremenas ar strollad a-dreuz ur marevezh a enkadenn pan antreas Martin Wenter en-e-varzh. Ne voe diskoulmet ar c'huedennoù nemet goude ma oa bet diarbennet. E erlerc'hier Karl Augsten a zeuas a-benn da lakaat ar strollad war-raok hag 1993 e c'hounezas daou guzuler broviñsel (Klotz ha Benedikter).

E 1994 e kemmas ar strollad anv e ben eus Obmann da Landessekretär (sekretour ar vro). Da Andreas Pöder, e voe roet ha adurzhiet e voe frammadur ar strollad. En aozadur ispisial a voe krouet evit ar re yaouank (Junge Union).

E dilennadegoù 1995 e c'hounezas 40 sez a guzuler-ker. E dilennadegoù broadel 1996 e kinnigas kannidi asambles gant ar Südtiroler Volkspartei, 55.548 mouezh a c'hounezas evit ar parlamant ha 19.330 evit ar sened met sez ebet.

E dilennadegoù proviñsel 1998 e c'hounezas daou sez ha a viras e re 2003.

Disrann

kemmañ

E 2008 e voe dirannet ar strollad pa yeas kuit Eva Klotz goude ma oa bet kollet ur votadeg ganti. Krouet he-deus ur strollad nevez Süd-Tiroler Freiheit e anv. Diarbennet e voe Union für Südtirol eus Emglev Libr Europa un tammig goude-se peogwir nac'het en-deus da sinañ un embannadur a-enep islamofobiezh.

Liammoù diavaez

kemmañ