Libertarian Party (SUA)
Al Libertarian Party (berraet en LP) zo ur strollad politikel stadunanat a zifenn ar gwirioù keodedourel, a-enep an hanterouriezh, evit ur gapitalouriezh dieub, hag evit ma vefe diskennet ar muiañ ar gwellañ ment hag obererezhioù ar gouarnamant kevredadel.
Savet e oa bet ar strollad e miz Eost 1971 e-kerzh emvodoù politikel David F. Nolan e Westminster, Colorado, ha krouet ent-ofisiel d'an 11 a viz Kerzu 1971 e Colorado Springs, Colorado.
Krouidigezh ar strollad zo bet awenet gant kudennoù melestradurezh Nixon, Brezel Viet Nam, an enluadeg hag an enebiezh ouzh ar moneiz fiziek.
Ar strollad a zifenn ur frankizouriezh klasel a-fed ekonomiezh ha buhezegezh, enebet ouzh ar frankizouriezh hag an araokadurezh difennet gant ar Strollad Demokratel. Enebet eo ouzh ar Strollad Republikan a wel evel mirour betek-re.
Gary Johnson, bet war ar renk evit ar strollad e 2012 hag e 2016, en doa embannet e oa ar Strollad Libertarian unan muioc'h a-fet sevenadur evit n'eo ar Strollad Demokratel met kalz mirouroc'h a-fed tailhoù evit n'eo ar Strollad Republikan.