Linus Torvalds

Linus Benedict Torvalds, ganet an 28 a viz Kerzu 1969 e Helsinki e Finland, a zo ur stlennegour finlandat. Anavezet eo evit bezañ krouet e 1991 kraoñell Linux, hag a roio goude ar reizhiad korvoiñ GNU/Linux. Kenderc'hel a ra hiriv an deiz gant diorroadur hennezh.

Linus Torvalds

BuhezskridAozañ

Ganet eo Linus Torvalds e Helsinki, kêr-benn Finland, mab d'ar gazetennourien Anna ha Nils Torvalds, ha mab-bihan d'ar barzh Ole Torvalds. Svedegerien eo e dud (Finlandssvensk), yezherien a ya d'ober 5.5% eus annezidi Finland. Bet eo Torvalds e Skol-Veur Helsinki etre 1988 ha 1996, ha taêt gantañ ur vestroniezh war ar stlenneg er NODES research group. Paouezet e oa gant e studioù goude ur bloavezh pa oa aet d'an arme, ha tapet gantañ galoñsoù betek bezañ eil-letanant. Jediñ a rae durc'hadurioù ha treug an tennoù. E 1990, adkemere en deus e studioù er skol-veur, ha dizoloet en deus UNIX evit ar wech kentañ, en e stumm DEC MicroVAX o lakaat da dreiñ ULTRIX.

E dedenn evit an urzhiataerioù en deus kroget gant ar Commodore VIC-20. Goude ar VIC-20, prenet en deus ar Sinclair QL, lec'h m'en deus cheñchet e reizhad korvoiñ. Programmet en deus ur yezh asambliñ hag un editour testenn evit ar QL, hag ivez un nebeud c'hoarioù. Anavezet eo evit bezañ skrivet ur gopienn eus Pac-Man, anvet Cool Man. D'an 2 a viz Genver 1991 en doa prenet un IBM-PC gant un Intel 80386 ha chomet e oa ur mizvezh o c'hoari Prince of Persia a-raok resev e skouerenn eus MINIX ar pezh en deus lakaet anezhañ da labourat war Linux.

Linus Torvalds a zo dimezet gant Tove Torvalds. Kejet o deus evit ar wech kentañ e diskar-amzer 1993. Torvalds a oa o kinnig e poelladennoù evit urzhiataerioù labourva ha laâret en deus d'ar studierien da gas dezhañ un e-mail evit un test, ha Tove en deus kaset dezhañ un e-mail o c'houlenn un emgav. Tove ha Linus a zo bet dimezet diwezhatoc'h hag o deus bet teir merc'h, Patricia, Daniela, ha Celeste.

Goude un dro e Transmeta e fin 1996, asantet en deus ur plas en embregerezh e Kalifornia, lec'h m'en deus labouret eus miz C'hwevrer 1997 betek miz Even 2003. Goude ez eo aet en Open Source Development Labs, a zo goude aet gant ar Free Standards Group evit dont da vezañ Linux Foundation. E miz Even 2004, Torvalds hag e familh a zo aet e Portland, Oregon, evit bezañ tostoc'h eus karterioù OSDL.

E vaskotenn personel a zo ur mank (evn) anvet Tux, hag a zo bet kalet gant kumuniezh Linux evel moskotenn ofisiel kraoñel Linux. Lar a ra ez eo an open-source an doare nemetañ da grouiñ poelladoù vat, lâret en deus ivez e implij an ostilhoù gwellañ evit labourat, memes ma 'z eus enno poelladoù perc'henn.

Er c'hontrol eus pep brasañ pennoù-bras an Open Source, Linus Torvalds a chom kuzh hag a nac'h alies reiñ evezhiadennoù war ar reizhadoù korvoiñ all evel Windows. Padal reaktiñ a ra gant nerzh pa vez lavaret traoù diwar-benn Linux.

Lavaret en deus Linus e 2009 e oa deuet da vezañ Linux divent ha spouronus ha ne oa ket mui ar c'hraonell skañv ha efedus en doa raktreset p'en deus kroget da diorren ar reizhad. Kement-se a zo komprenus dre m'eo ur reizhad open-source hag e c'hell pep hini cheñch ar c'hod orin. Ouzhpenn da-se ez eo Linux gouest da dreiñ war an holl urzhiaterioù ha zoken pellgomzerioù hezoug galloudus, ar pezh a gemer plas.

Frazennoù brudetAozañ

  • Software is like sex, it's better when it's free! : « Ar poelladoù a zo evel ar reizh, gwelloc'h eo pa 'z eo digoust ! »

Posupl eo e vefe e spered Linus e talvezfe free kentoc'h dieub pe frank, dre ma dalv free e saozneg an daou c'her.

  • If 386BSD had been available when I started on Linux, Linux would probably never had happened.. : « Ma 386BSD a vefe amañ pa oen o kregiñ gant Linux, sur a-walc'h ne vije ket bet eus Linux.
  • An dud a zo kreizennet war ar surentez a zo tud a ne c'houzañvan ket. Krediñ a ran ez eo tud OpenBSD ur strollad marmouzed o c'hoari bazh-noilh dre ma kemeront ar surentez gant kement a dalvoudegezh ken ne 'z eus netra all evito.

LevrioùAozañ

  • Linus Torvalds, David Diamond : Just for Fun: The Story of an Accidental Revolutionary, New York, HarperBusiness, 2001, ISBN 0-06-662072-4.

EnorAozañ

  • An asteroidoù (9793) Torvalds ha (9885) Linux a zo bet anvet en enor dezhañ: dre ma'z eo digor kod-eien Linux d'an holl eo bet implijet e meur a sistem jediñ, detektiñ hag analizerezh asteroidoù.

Liammoù diavaezAozañ

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.